An 9 × 21 mm IMI zo ur munision evit an armoù-dorn ijinet en Italia gant an embegerezh Jager. Savet e oa bet evit pourvezañ ar broioù e-lec'h ma oa difennet an 9 × 19 mm Parabellum war ar marc'had sivil. Deveret eo bet eus an 9 mm Parabellum en ur hiraat e zouilhez eus daou vilimetr hag en ur verraat e voled[1]. E 1980 eo bet choazet gant Tsahal en Israel, ha produet eo bet diwar-neuze gant Israel Military Industries. Implijet e vez en un nebeud armoù evel ar bistolenn Jericho hag ar bistolenn-vindrailher Uzi. Poblek e oa er Stadoù-Unanet evit ar c'henstrivadegoù tenn pleustrek meret gant an IPSC, met koll a ra tachenn tamm-ha-tamm[2].

9 × 21 mm IMI
Skeudenn ar pennad 9 × 21 mm IMI
Kartouchennoù 9 × 21 mm IMI (a-gleiz) ha 9 mm Parabellum (a-zehou)
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin  Italia
Mare produiñ Abaoe 1980
Muzulioù
Ø bannadell 9,03 mm
Ø trogleuziñ 8,79 mm
Ø kolier 9,63 mm
Ø korf an douilhez 9,93 mm
Ø strad 9,96 mm
Tevder ar strad 1,27 mm
Hirder an douilhez 21,15 mm
Hirder ar gartouchenn 29,75 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7,45 - 8 g
Tizh mont e-maez V0 360 - 390 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2.350 bar
Energiezh ar vannadell 518 - 570 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) POPENKER Max R., Ammunition for submachine guns and handguns: semi-automatic and automatic pistols (diellet), World Guns (lennet d'ar 25/09/2024)
  2. (fr) 9x21 IMI, war Armements (lennet d'ar 25/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan