An AEK-971 a zo ur fuzuilh-arsailh krouet er bloavezhioù 1980 en URSS gant Sergueï Ivanovitch Kokcharov a-benn kemer plas an AK-74.

AEK-971
Skeudenn ar pennad AEK-971

Ur fuzuilh-arsailh AEK-971
Kinnig
Bro URSS, Rusia
Doare Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù 5,45 × 39 mm
7,62 × 39 mm, 5,56 × 45 mm NATO (stummoù AEK-972 'zo)
Produer Labouradeg Degtiarev
Bloaz krouidigezh 1978
Mare implij 1980 – bremañ (arme Rusia)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,3 kg
Hirder 960 mm
Hirder ar c'hanol 420 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ pleustrek 100 tenn/mn (e mod aotomatek), 40 tenn/mn (e mod damaotomatek)
Hed-tenn pleustrek 500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 880 m/s
Endalc'h Kargerioù 30 kartouchenn
Adstummoù AEK-971-S, AEK 6P67, AEK-972 AEK-973, AEK-973-S, AEK 6P68, KORD 6P67, KORD 6P68
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Abalamour d'he c'houst uhel hag d'he sevel diaes (evel an Nikonov AN-94) e voe roet da vegennoù al lu rusian nemetken. Produet e vez dreist-holl gant an embregerezh Ijmach hag an uzin mindrailherezoù Kovrov.

Ar fuzuilh-arsailh diazez AEK-971 a implij kartouchennoù 5,45 × 39 mm M74 dre ur c'harger 30 tenn, pe brasaaet evel evit reoù an AK-74.

Er sevenadur

kemmañ

Gallout a reer implijout an AEK-971 er c'hoarioù Battlefield evel en Battlefield Play4Free, Battlefield 4.

Liammoù diavaez

kemmañ


   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan