Brezel Viêt Nam

(Adkaset eus Brezel Vietnam)

Brezel Viêt Nam, e vietnameg Chiến tranh Việt Nam, pe Eil brezel Indez-Sina, pe c'hoazh Brezel da dalañ ouzh Amerika (e vietnameg Kháng chiến chống Mỹ) a vez graet eus ar brezel a reas e reuz e-pad prantad ar Brezel Yen, e broioù Viêt Nam, Laos ha Kambodia, etre ar 1añ a viz Du 1955 ha kouezhadenn Saigon d'an 30 a viz Ebrel 1975. Brezel a zo bet etre Republik Demokratel Viêt Nam, en norzh (harpet gant an URSS, Sina hag he c'hevredidi komunour) ha Republik Viêt Nam er su (harpet gant ar Stadoù-Unanet hag o c'hevredidi enepkomunour). Heuliañ a ra Kentañ brezel Indez-Sina (1946-1954) kollet gant ar C'hallaoued en Dien Bien Phu. Padout a reas hogos 20 vloaz, hag ar Stadoù-Unanet a gemeras perzh ennañ betek 1973. Astenn a reas ar brezel er broioù amezek, o lakaat ar brezel diabarzh e Laos d'ober e reuz gwashoc'h c'hoazh. E fin ar brezel e 1975 e oa aet an teir bro da Stadoù komunour.

Brezel Vietnam
Tamm eus Brezelioù Indez-Sina hag ar Brezel Yen

Maread 1añ a viz Du 1955 - 30 a viz Ebrel 1975
(19 vloaz, 5 miz ha 29 devezh)
Lec'h Viêt Nam
Disoc'h Trec'h peurglok ar Viet Cong ha Norzh Viêt Nam
Emgannerien
Norzh Viêt Nam
Viet Cong
Pathet Lao

Khmer Ruz
GRUNK

Republik Pobl Sina
Unaniezh soviedel
Norzhkorea
Su Viêt Nam
USA
Sukorea
Aostralia
Zeland-Nevez
Rouantelezh al Laos
Kambodja
Republik Khmer
Thailand
Pennoù-brezel
Văn Tiến Dũng
Trần Văn Trà
Hoàng Cầm
Le Duc Anh
Dinh Duc Thien
Vu Lang
Nguyễn Hữu An
Phạm Văn Đồng
Nguyễn Văn Toàn
Nguyen Hop Doan
Niver a emgannerien
Norzh Viêt Nam : 650 000 e 1975
Viet Cong :
300 000 d'ar muiañ e 1968
Su Viêt Nam : 650 000 e 1975
543 482,
d'ar muiañ d'an 30 a viz Ebrel 1969
Kolloù
Norzh Viêt Nam : 1 100 000 soudard,
65 000 sivil lazhet
Su Viêt Nam : 223 748 soudard,
420 000 sivil lazhet
Stadoù-Unanet : 58 209 den lazhet,
47 378 lazhet en emgannoù

Anvioù brezel Vietnam kemmañ

Hir ha don ez eo bet brezel Vietnam setu ma z'eo ganet kalz a c'heriaoueg liammet kren gant ar brezel 'se. Dre ma z'eus bet un toullad a vrezelioù en Indez-Sina e vez kavet anvioù kendeuzet gant ar re a gemeras perzh eni da simplaat ar gompren d'eus peseurt brezel a vez kaoz.

Evit ar Vietnamiz ez eo "Chiến tranh Việt Nam" (Brezel ar Viêt Nam) pe "Kháng chiến chống Mỹ" (Brezel talañ ouzh Amerika).

E-kostez an Amerikaned e vezo adkavet an anvioù "Brezel Viêt Nam" (Vietnam War) pe "Eil brezel Indez-Sina" (Second Indochina War ) pe "Vietnam Conflict" pe c'hoazh evit an ez-soudarded "The Nam".

Geriaoueg Brezel Vietnam kemmañ

Un hir a vrezel ez eo bet gant anvioù spis-tre : gwelet ar pennad Geriaoueg Brezel Vietnam.

Istor brezel Vietnam kemmañ

 
Soudarded amerikan o pignat en ur viñsaskell UH-1D "Huey" (bloavezh 1966)

Evit talañ ouzh oberiantoù-kuzh ar Viet Cong e voe kaset da benn an oberiadur brezel Ranch Hand oc'h implijout ar c'hontammer Orañjez un arm kimiek. Ne ra forzh ar goust al lu Amerikan a fell dezhi bezañ trec'h.

A-feur ma voe dipitet hag enebet pobl Amerika ouzh brezel Vietnam e krogas mare vietnamizadur ar brezel gant engouestl troadegiezh lu Amerika o vont war vihanaat ha leuskel lu su Vietnam da genderc'hel gant ar stourm enep-komunour e-unanig. Memes ma'z eo bet sinet skrid-emglev peoc'h Pariz gant an holl duioù engouestlet er brezel d'ar 27 a viz Genver 1973 e kendalc'has ar brezel dizehan.

Ar Stadoù-Unanet o kuitaat brezel Vietnam (1973-1975) kemmañ

Dre nerzh al lusk enebet da brezel Vietnam er Stadoù-unanet ha peurest bed ar C'hornôg, o welet enepsevenadur ar bloavezhioù 1960 o vont war fonusaat, e baouezhas an engouestl eeun soudardel Amerikan. D'ar 15 a viz eost 1973 e vez votet Case–Church Amendment gant Kendalc'h Ar Stadoù-Unanet. Difenn a ra d'al lu Amerikan da genderc'hel gant brezeliañ er Vietnam, Laos ha Kambodia paneveken aotre Kendalc'h ar Stadoù-Unanet d'ar Brezidant.

Ne baouezh ket ar Brezel evit ar Stadoù-Unanet memestra ha kenderc'hel a ra da reiñ harp da Vietnam ar su dre an arc'hantaouiñ ha reiñ dafar brezel (betek ar c'hontammer Orañjez).

 
Vietnam, 1975, oberiantiz brezel Eagle Pull & Frequent Wind (terc'hadeg Saigon)

Dibenn brezel Vietnam kemmañ

Aet e oa an trec'h gant an norzh, ha kuitaet e voe Indez-Sina gant an Amerikaned dindan ur stumm feukus ha stroñs evit pobl Amerika o welet skeudennoù tec'hadenn an Amerikaned ha lod Vietnamianiz d'eus kannadur ar Stadoù-Unanet e Saigon. D'an 30 a viz ebrel 1975 da 3 eur hanter diouzh an abardaez ez eo echu gant Vietnam ar su gant kouezhadenn Saigon. Embannet e voe ur gouarnamant komunour e su ar vro ha staget ouzh norzh d'an 2 a viz gouere 1976 d'ober Republik Sokialour Viêt Nam.

Milionoù a boat-people a glask terc'hout ar vro e-pad an dek vloaz war-lerc'h 250 000 anezho a zo aet da anaon war vor hervez Komiserdi meur ar vroadoù-unanet d'ar repuidi.

Feukus da vat ez eo bet brezel Vietnam d'ar bobl amerikan ha peurrest ar bed ha kemet-mañ dre meur a abeg:

  • Kollet ez eo bet ar brezel ar pezh a chom hiziv a deiz c'hoazh ur glizenn en Istor stadunanat.
  • 58 177 soudarded marvet, 153 303 mac'hagnet don kolloù ramzel, ar re uhelañ gant lu Amerika abaoe an Eil brezel-bed.
  • 7,08 milion a donennoù bombezennoù a zo bet stlapet e-pad ar brezel (da geñveriañ gant an 3,4 milion a donennoù bet stlapet gant an holl Gevredidi war holl tachennoù emgann an Eil brezel-bed) dindan un doare dizehan ha dall o lazhañ siviled nemetken evit ul lod bras.
  • Implij armoù-spont evel an Napalm, bombezadegoù ramzel ar c'hirri-nij B52, implij ar c'hontammer Orañjez.
  • Lazhadegoù-sivil ha muntroù-brezel e-leizh ha gant an holl tuioù engouestlet er brezel.
  • Ar wech kentañ e vefe ken taolennet ur brezel gant ar gelaouennerien, dreist-holl a-fed poltriji ha filmoù kelaouiñ skrijus o tiskouezh gwirvoud ar brezel.
 
Biñsaskell Amerikan Bell UH-1 Huey distrujet

Ar sinema ha brezel Vietnam kemmañ

Diaes ez eo bet gant ar sinema da vont etrezek brezel Vietnam. An nebeut a filmoù betek ar bloavezhioù 1970 a oa reoù propaganda arc'hantouet gant al lu amerikan. Adal ar bloavezhioù 1970 e grogo saverien filmoù kalonek da vont etrezek ur sell gwirion war ar brezel 'se met hep harp arc'hant ha prest dafar brezel an arme stadunanat (The Deer Hunter, Apocalypse Now). Er bloavezhioù 1980 e grogo ul lod film da vont etrezek brezel Vietnam gant ur sell broadelour-tre ar re 'se a vezo sikouret kalz gant al lu amerikan (Rambo II, We were soldiers).

Ur stirad skinwel a zo bet war brezel Vietnam :

C'hoarioù video ha Brezel Vietnam kemmañ

C'hoarioù e-leizh o d'eus kroget da vezañ awenet gant Brezel Vietnam fin ar bloavezhioù 1990 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 araok e seblante bezañ diaes da lakaat aergelc'h ar brezel 'se da vezañ c'hoariet evel ma oa gant ar sinema da daolenniñ ar brezel 'se.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.