Rambo: First Blood

Rambo: First Blood pe Rambo I a zo ur film niñvek a orin Amerikan sevenet gant George Ted Kotcheff, er bloavezh 1982. Kentañ tamm heuliad filmoù Rambo awenet gant an dudenn John Rambo ez eo. Haroz ar film a zo c'hoariet gant Sylvester Stallone.

John rambo de.svg

Savet ez eo bet ar film adal ul levr-berr anvet First Blood gant David Morrell embannet er bloavezh 1972.

Berzh bras en deus bet graet ha setu deuet war e lerc'h tri film all, Rambo First Blood o vezañ film diaz an heuliad filmoù Rambo.

Istor ar filmAozañ

 
Soudarded amerikan o treuziñ ur ster e Vietnam

John James Rambo a zo un ez soudard d'eus brezel Vietnam mac'hagnet e spered gant e yaouankiz bet o vrezeliañ en ur strollad stourm begenn d'al lu Amerikan.

E miz kerzu 1981 e vez John Rambo o klask e vignon Delmare Berry met buan e vez lakaet da gompren ez eo marvet e genvreur brezel dre ur c'hrign-bev a-berzh an Agent Orange. An hini diwezhañ d'eus e strollad stourm e brezel Vietnam ez eo bremañ Rambo. Kollet spi gantañ setu anezhañ o vont gant an hent etrezek ar Stadoù-Unanet betek tizhout kêr Hope (unan ijinet anezhañ).

Eno e vezo hegaset ha gwallgaset gant ar Sheriff Will Teasle hag e genseurted archerien betek ma savfe brezel etrezo hag an ez soudard.

 
E keriadenn Hope ar pont gwelet er film First Blood

Rambo First Blood ur film kenteliañAozañ

Rambo First Blood n'eo ket nemet ur film oberiant diaz d'an doare filmoù-se bet eo ivez ur film kenteliañ. Dre hanterenn an haroz John Rambo e vez klasket plantañ ar gaoz war ez soudarded ar Vietnam bet kaset yaouank flamm da vrezeliañ en ur brezel drastus ha pell diouzh o bro ha dilezet hep damant gant o gouarnamant evel ostilhoù torret.

Ouzhpenn da 'se a vez lakaat ar gaoz war ez soudarded brezel Vietnam digomprenet pe gwallgaset gant pobl Amerika. Kreizh ar film a zo aze memes dre ar brezel hag a-sav etre ar Sheriff hag e genseurted o vezañ ar galloud sivil harpet gant soudarded an National Guard hag un ez soudard ha na teu ket a-benn dre e spered da guitaat ar brezel.

Rambo I en heuliad filmoùAozañ

Rambo First Blood a zo an hini gentañ deus heuliad filmoù Rambo. Bet eo gwelet evel ur film war brezel Vietnam memes ma vezo ar Stadoù-Unanet o vezañ tachenn an oberiantoù. Ne vez gwelet nemetken brezel Vietnam e-pad nebeut segondennoù pa teu e spered an haroz ar jahinerezh bet gouzañvet gantañ a-berzh al Lu Norzh Vietnamian.

Tro-dro da Rambo First BloodAozañ

  • John Rambo a implij un arm M-60 er film, un arm bet implijet da wir e-kerzh brezel Vietnam. Un arouez d'eus engouestl an Amerikaned er Vietnam ez eo war ar memes-tro.

Heuliad filmoù RamboAozañ

Liammoù diavaezAozañ