Rambo (film 2008)

(Adkaset eus Rambo)

Rambo pe John Rambo pe Rambo IV a zo ur film niñvek a orin Amerikan sevenet, produet ha c'hoariet gant Sylvester Stallone hag embannet d'ar 25 a viz mae 2008. Ar pevare film ez eo o vont d'ober an heuliad filmoù awenet gant an dudenn John Rambo.

Adkavet e vez an dudenn John Rambo c'hoariet gant Sylvester Stallone ar film diwezhañ d'an heuliad filmoù Rambo ez eo.

Istor ar film kemmañ

20 vloaz goude an oberiantoù en Afghanistan ez eo repuet John Rambo e kostez kornôg bro Thailand nepell diouzh harzoù Birmania pe Myanmar. Bevañ a ra sioulig o gwerzhañ naered a dap er janglenn met o klevet heklevioù ar brezel diabarzh drastus Birmaniat.

Siwazh dezhañ ur strollad misionerien gant en e benn Michael Burnett a c'houlenn sikour dezhañ evit treuziñ harzoù Thailand etrezek Myanmar a-benn seveniñ ur gefridi humanegouriel da sikour ar re Karen. Asantiñ a ra John Rambo ha kas a ra anezho war vag etrezek o pal.

10 devezh goude kement-mañ setu pastor ar misionerien o tont etrezek Rambo da c'houlenn ma tegasfe ur strollad soudarded-gopr a-benn gwiriañ na petra a zo bet erruet d'ar strollad misionerien chomet hep reiñ keloù aboe ma z'int kroget gant o gefridi.

Rambo IV distreiñ d'ar vammenn kemmañ

Ar film Rambo a zo un doare distreiñ d'an awen gwirion a zo bet o reiñ ar c'hentañ film Rambo: First Blood ha damgollet adal Rambo: First Blood Part II. Sevel a-enep ar brezel hag al lazhadegoù euzhus, un ez soudard gwallaozet e spered dre bezañ bet stummet da vezañ ur arm marvus ha bevet brezel Vietnam.

Adkavet e vez ivez an dudenn John Rambo evel er c'hentañ film, un den ez soudard kollet hep pal er vuhez nemet krak-vevañ o chom diliamm gant ar peurest eus ar bed met entanet e-tal an amjustis.

Tro-dro d'ar film kemmañ

En enor da Richard Crenna ez eo ar film Rambo. Aktour ar c'horonal Sam Trautman en tri film gentañ a varvas dre un taol-kalon er bloavezh 2003.

Heuliad filmoù Rambo kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ