Ur goprsoudard zo ur soudard paeet evit brezeliñ pe en em gannañ en un arme ha n'eo ket hini e vro. Paeet e vez gant arc'hant pe ur gounid all bennak (douaroù, profoù, ur c'heodedourelezh).

Goprsoudard
micher
Iskevrennad eusbrezelour Kemmañ
Rann eusaozadur goprsoudard Kemmañ
Anvet diwarmilitary pay Kemmañ
Tachenn vicherelbrezel Kemmañ
Stumm gourel an dikedennmercenário, платеник Kemmañ
Category for eponymous categoriesQ59522212 Kemmañ

Istor kemmañ

En Henamzer kemmañ

Ar faraon Ramses II a implije goprsoudarded evit e vrezelioù.

Er Grennamzer hag en Azginivelezh kemmañ

 
Beltram Gwesklin, goprsoudard brudet ar Brezel Kant Vloaz.

Er Grennamzer e oa kalz soudarded gopret gant ar briñsed evit brezelekaat evito. Gérard d'Athée a oa ur goprsoudard gall eus an XIIvet kantved hag a oa e servij roue Bro-Saoz e Bro-Gembre ha Bro-Normandi. Graet e oa da High Sheriff gant ar roue saoz evit e drugarekaat.

 
Emgann an Alre 29 Gwengolo 1364 meur a vagad meur (goprsoudarded) a oa bep-tu

E-pad Emgann an Alre, d'an 29 a viz Gwengolo 1364, e oa meur a vagad meur bep tu.

Er XIVvet kantved e oa Beltram Gwesklin goprsoudard evit roue Bro-C'hall Charlez V. Eñ hag e vagad en em ganne evit gwizien pe gevredidi ar roue gall (Aovergn, Kastilha...) pe a-enep gwizien roue Bro-Saoz (Gwienna, Normandi...), hag e Breizh zoken, e vro orin. Graet e oa da gonestabl Bro-C'hall gant ar roue gall ha roet e oa dezhañ douaroù hag arc'hant. Charlez V a c'hopre soudarded all evel ar c'hembreat Owain Lawgoch da vrezeliñ a-enep ar Saozon e Normandi, Kastilha pe c'hoazh Poatev.

Da vare an Azginivelezh e oa condottieri o vrezeliñ evit rouantelezhioù Italia, evel Giovanni dalle Bande Nere ha John Hawkwood. Ar c'hoprsoudarded suis a oa brudet ivez.

En amzer a-vremañ kemmañ

en XXvet kantved kemmañ

Da vare ar brezel yen e klaske ar stadoù brasaat o c'hrog war ar broioù all, hep digeriñ brezel avat. Ar c'hopradouriezh a oa talvoudus evit emellout e aferioù diabarzh ar vro. N'eo ket bet anavezet gant Kenemglevioù Geneva ar c'hoprsoudarded evel soudarded reizhwiriek a dle bezañ gwarezet hervez lezennoù etrebroadel ar brezel.

Kalz goprsoudarded a zo bet en Afrika, ha dreist pep tra e Republik Demokratel Kongo, er Reter-Nesañ hag en Amerika ar Su. Brudet eo ar goprsoudard gall Bob Denard hag e vandennad da vezañ bet oberiant e kalz broioù bet trevadennoù Bro-C'hall alies : ar Gomorez, Aod-an-Olifant, korn-bro ar Biafra, Benin hag all.

Goprsoudard Afrika ar Su a zo brudet evit bezañ strolladoù stourm dammheñvel diouzh reoù armeoù ofisiel (dafar, kadoniezhoù...)[1],[2].

en XXIvet kantved kemmañ

 
Ur goprsoudard e Badakhshan, en Afghanistan e 2006.

Ar c'hoprsoudarded a vremañ a vez gopret alies dre kevredigezhioù milourel prevez. At stadunanat Academi, bet anvet Blackwater araok, zo e-touez ar re brudetañ, ar strollad Wagner rusian ivez.

En holl brezelioù e vez implijet goprsoudarded, evel e Brezel Libia 2011, Brezel "diabarzh" Siria... Evit taolioù-Stad ivez : d'an 3 ha 4 a viz Mae 2020 e Venezuela e klask ur strollad tud armet, anezho Venezuelaiz divroet ha goprsoudarded stadunanat dilestrañ war aod La Guaira da ziskar renad Nicolás Maduro. Harzet int gant arme Venezuela avat.

Er sevenadur hag er sport kemmañ

Dre astenn-ster hiziv e reer goprsoudarded eus sportourien zo hag a c'hoari evit ur vro pe ur c'hlub evit arc'hant.

Penn ar goprsoudard a gaver e kalz romantoù, filmoù ha c'hoarioù video.

Levrioù
Filmoù
C'hoarioù video
Kanaouennoù ha barzhonegoù

Gwelet ivez kemmañ

Notennooù ha daveennoù kemmañ

  1. "According to those who have hired or worked alongside them, they are highly professional, skilled and battle-hardened by the South African border wars, in which they often fought alongside black comrades".
  2. https://www.theguardian.com/world/2015/apr/14/south-africas-ageing-white-mercenaries-who-helped-turn-tide-on-boko-haram

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.