Biafra
| |||||
Kan broadel | Land of the Rising Sun | ||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Saozneg, Igboeg | ||||
Kêr-benn | Enugu | ||||
Gorread -En holl -% dour |
76 364 km² <1% | ||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
13 500 000 (1967) 177/km² | ||||
Dieubidiegezh | 1967-1970 | ||||
Gouel broadel | 30 a viz Mae | ||||
Moneiz | Lur Biafran (BIAP) |
Biafra a oa ur stad disranner e gevred Nijeria etre ar 30 a viz Mae 1967 hag ar 15 a viz Genver 1970. En em zaskorañ a reas penn e lu d'ar 12 a viz Genver 1970. Eus pleg-mor Biafra e tenn e anv.
Gant nebeut a vroioù e voe anavezet ar vro (Gabon, Haiti, Aod an Olifant, Tanzania, ha Zambia). Broadoù arall a skoazellas anezhañ hep hec'h anzav. Frañs, Rhodesia ha Suafrika a roas ur skoazell vilourel guzh dezhi met eus Portugal e teue an harp pennañ. São Tomé ha Príncipe, a oa da Bortugal d'an amzer-se, e oa kreizenn ar skoazell etrevroadel hag e Lisbon e veze moulet moneiz Biafra. Israel a roas da vBiafra an armoù he doa kemeret e-pad ar brezel c'hwec'h devezh.
Istor
kemmañE 1966 e oa bet un taol-stad c'hwitet e Nijeria. Un ofiser igbo - Major Kaduna Nzeogwu - a oa en e e benn hag abeg eus marv Sir Ahmadu Bello, un penn bras eus ar bobl Haousa. Daoust ma oa bet gwasket an taol-stad gant un Igbo arall Johnson Aguiyi-Ironsi e krede tud norzh Nijeria e felle d'an Igboed lazhañ an Haousaed. An dra-se a voe abeg ur pogrom ma voe lazhet degadoù a miliaodù a Igboed. An darn vrasañ eus an Igboed a oa o chom e Rannvro ar Reter a oa he gouarner milourel Chukwuemeka Odumegwu Ojukwu. Embann a reas e voe ar rannvro ur stad dizalc'h gant he gêrbenn en Enugu ha lemel a reas traoù ar stad-kreiz.
Respont a reas ar stad-kreiz gant ur c'haeladur armerzhel ha soudarded a gasas war-raok adalek ar 5 a viz Even 1967. E-pad ar brezel diabarzh a heulias ec'h argasas meur a wech an nerzhioù biafran kornôg Nijeria met dont a reas a-benn al lu kevreel d'o diarbenn. E-barzh tachenn Biafra a yeas neuze ha rediañ ar Viafriz da ziblasañ o c'hêrbenn da Aba, da Umuahia e fin ar bloaz ha neuze, e 1969 en Owerri.
E 1970 e oa bet drastet Biafra gant ar brezel ha dezhi e vanke boued. Tra ma kouezhe en he foull ar vro e tec'has kuit Ojukwu. Ar pezh a chome eus tachenn ar republik a voe adstaget ouzh Nijeria.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (en)Biafraland