Igboeg
yezh
Ur yezh nijerek-kongoek eus is-skourr ar yezhoù igboek eo an igboeg (igboeg: asụsụ ndi Igbo) komzet gant tro-dro da 18 milion a dud e Nigeria ha Ginea ar C'heheder dreist-holl.
Igboeg (Igbo) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Nigeria, Ginea ar C'heheder |
Komzet gant : | ~ 18 000 000 |
Renkadur : | 50 |
Familh-yezh : | Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù atlantek-kongoek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Nigeria, Biafra (1967-1970) |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ig |
ISO 639-2 | ibo |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | IBO |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh gant tonennoù eo an igboeg.
Meur a rannyezh igboek ez eus, a-wechoù ken disheñvel an eil diouzh eben ma'z eo diaezet en em gompren kenetreze, da skouer :
- Idemileg (idemili)
- Owerreg (owerri)
- Ngwaeg (ngwa)
- Oumouahieg (umuahia)
- Newieg (nnewi)
- Onitcheg (onitsha)
- Akwek (akwa)
- Abribeg (abriba)
- Arotchoukwoueg (arochukwu)
- Nsoukeg (nsukka)
- Mbayseg (mbaise)
- Ohafieg (ohafia)
- Waweg (wawa)
- Okigweg (okigwe)
Abalamour d'ar fed ma'z eo disheñvel-tre a-wechoù an eil rannyezh diouzh ar re all ez eo bet diaezet al labour sevel ur yezh unvan.
Skrivet e vez an igboek gant al lizherenneg latin.