Brezel kourserezh
Implijet eo bet alies ar brezel kourserezh, e-pad ar brezelioù, gant unan eus an enebourien abalamour da greskiñ e nerzh war vor a-enep un enebour a vestronie ar morioù mui-pe-vui. Ur c'hourser a oa ur vag prevez aotreet gant ur stad da dagañ bigi ar broioù enebour dre lizhiri kourserezh. Graet e vez kourserien eus ar voraerien a rene ar brezel-se.
Istor
kemmañDroukvesket alies gant al Laeron-vor, ar gourserion zo un doare gopridi. Implijout a raent listri bihan, prim hag eskuit peurliesañ evit abourzhañ listri all war vor, kentoc'h dre souezh evit dre nerzh. Pa veze ar voull gante e oant gouest da gemer bigi kalz brasoc'h evit o re (da skouer kemeridigezh ar C'h/Kent gant flutenn Surcouf la Confiance d'an 31 a viz Eost 1800).
E-pad ul lodenn vat eus an XVIIIvet kanved, hag e-doug an Dispac'h gall hag an Impalaeriezh c'hall kentañ, e oa bet implijet ar strategiezh-se gant ar C'hallaoued a-enep ar Saozon. E-pad an daou vrezel bed ivez e paramantas ar morlu alaman listri kenwerzh evit brezeliñ ouzh listri kenwerzh ar gevredidi e lec'hioù ma ne oa ket bras a-walc'h an dañjer evit ma vefe aozet steudadoù-listri gante (Meurvor Indian, Meurvor Habask, su ar Meurvor Atlantel). Avanturio ar Gourserien a vez birvidik alies met ne veze ket ken bras o fouez war red ar brezel.
Preizhoù
kemmañPa zistro ur c'hourser d'ar porzh gant ul lestr en doa tapet, Hemañ a veze gwerzhet d'an inkant peurliesañ. Disoc'h ar gwerzh a veze neuze rannet etre ar re o doa kenlabouret evit kemer al lestr enebour en urzh da-heul :
- Ar roue a reseve etre 20 ha 40 % (Pourchas a rae all izhir kourserezh).
- Ar mizioù (Paeet e veze ar boued, ar poultr, ar pourvezioù brezel, hag ar pezh a oa da vezañ dreset).
- An intañvezed hag ar c'hloazidi (Kemeret e veze div wezh lodenn o gwaz gant an intañvezed hag un digoll, divizet en a-raok hervez lodenn ar c'horf a oa bet kollet, a veze roet d'ar c'hloazidi ouzhpenn o lodenn).
- Ar paramantour a gemere an hanter eus ar pezh a chome neuze.
- En diwezh, pep den a reseve e lodenn hervez e roll e pare al lestr (un hanter lodenn evit ar voused, 25 lodenn evit ar c'habiten hag ar surjian ha kement zo…)
Kourserien brudet
kemmañ- Breudeur Victual
- Gödeke Michels (penn ar Likedeelers)
- Klaus Störtebeker (penn ar Likedeelers), Wismar, 1360-1401
- Didrik Pining, alaman, 1428-1491
- Paúel Benecke, Gdańsk, XVvet kantved
- Kemal Reis, turk, 1451-1511
- Timoji, indezat, ?-1513
- Oruç Reis (Barbarossa), turk, 1474-1518
- Barbarossa Hayreddin Pasha, turk, 1478-1546
- Turgut Reis (Dragut), turk, 1485-1565
- Murat Reis henañ, turk, 1506-1609
- Sir Francis Drake, saoz, 1540-1596
- Kabiten Kristol Newport, saoz, 1561-1617
- Sir George Somers, saoz (1554-1610)
- Piet Hein, izelvroat, 1577-1629
- Alonso de Contreras 1582-1641, kourser spagnat a-enep an Turked dindan banniel Urzh Malta da gentañ e renas listri spagnat diwezhatoc’h.
- Sir Henry Morgan, kembread, 1635-1688
- Jean Bart, gall, 1651-1702
- Aleksandr Dalzeel, Skos, 1662-1715
- William Dampier, saoz, 1652-1715
- Amaro Pargo, 1678-1747
- James Erisey, saoz, diwezh ar XVIvet kantved
- Kanhoji Angre, Maratat ?–1729
- René Duguay-Trouin. breizhad, 1673-1736
- George Colby, British, XVIIIvet kantved
- Alexander Godfrey, colonial Stadoù-Unanet, 1768-1803
- Jonatan Haraden, colonial Stadoù-Unanet, 1744-1803
- David Hawley, colonial Stadoù-Unanet, 1741-1807
- Roparzh Surcouf, breizhad, 1773–1827
- Hippolit Bouchard, Arc’hantina, 1783-1843
- Efraim Sturdivant, Stadoù-Unanet, 1782-1868
- Bully Hayes, Stadoù-Unanet, 1829-1877USBDVD
Levrlennadur
kemmañ- A. Bryant Nichols Jr., Captain Christopher Newport: Admiral of Virginia, Sea Venture, 2007
- Pirates et corsaires, Patrick Poivre d'Arvor & Olivier Poivre d'Arvor, 2005 Place Des Victoires Eds, ISBN 2844590756
- Les Corsaires des Terres Australes, Jacques Nougier, Editions de la Dyle, 1999, 394 p. ISBN 90-76526-08-7.
- Pirate de Légines (Océan Indien austral), Jacques Nougier, Edit. l'Harmattan, 2003, 201 p. ISBN 2-7475-4459-1
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Ar Gourserien : al lizhir kouserezh
- (fr) Ar Gourserien hag a l LAzron-vor er Mor kreizdouar en XVIIIvet
- (fr) Granville, kêr Kourserien
- (fr) Roll kourserien
- (fr) Buhezskridoù
- (fr) Forom db ar Gourserien ha Moraerien ar morlu roueel
- (fr) Ar Gourserien
- (fr) Les Corsaires normands (1898) par Georges Dubosc (1854-1927)
- (en) Louis Michel Aury international
- (fr) Louis Michel Aury
- Oak Island Coffee House Un teñzor laeron-vor war Oak Island?
- The Library of Economics & Liberty: PRIVATEERING - Encyclopaedia 1899.
- Ar gourserien er brezel diabarzh amerikan
- Corsari del Mediterraneo - Ar gourserien er Mor kreizdouar etre 1100 ha 1699.
- The Canadian Privateering Home Page
- Kourserien amerikan e Brezel 1812 Investigates the myths and facts behind a sea battle which some sources contend changed the course of the War of 1812 and the future of America. Includes an extensive examination of the legal and tactical aspects of privateering.
- [1]
- Al Laeron-vor, mojenn ha gwirvoud