Turkia
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Republik Turkia (turkeg : Türkiye Cumhuriyeti), Turkia ent-berr, « Turki » hervez an anv istorel e brezhoneg[1], zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.
Türkiye Cumhuriyeti | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel İstiklâl Marşı "Ton-bale an Dizalc'hidigezh" Gouel broadel 29 a viz Here | |||||
Melestradur | |||||
Dizalc'hidigezh | 29 Here 1923 | ||||
Bonreizh nevesañ | 9 Du 1982 | ||||
Kêr-benn | Ankara | ||||
Gouarnamant | Republik vonreizhel | ||||
Prezidant | Recep Tayyip Erdoğan (28 Eost 2014 →) | ||||
Yezh ofisiel | Turkeg | ||||
Moneiz | Lira (₺) (TRY) | ||||
Gwerzhid-eur | UTC+3 | ||||
Kod pellgomz | +90 | ||||
Kod ISO 3166 | TR | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread | 783 356 km² | ||||
Poblañs | 83 614 362 (31/12/2020)[n 1] | ||||
Stankter | 107 | ||||
Internet | .tr | ||||
Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.
Ar Stad
kemmañRepublik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, laik ha bonreizhel hag a zo bet staliet e 1923. Ezel eus an ABU, an AFNA, an AESD, ar C'hengor muzulman ha Kuzul Europa eo. E 2005 he deus kroget kenvreutaerezhioù evit dont da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. En Ankara (anv kozh gresianek : Ankira, Ἄγκυρα) emañ he c'hêr-benn.
Istor
kemmañEvit mareadoù kent d'ar republik, sell ouzh : Azia-Vihanañ, Hittited, Troia, Lidia, Frijia, Karia, Kilikia, Pergam, Rouantelezh ar Pontos, Galated, Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh otoman
Republik Turkia a zo bet staliet d'an 29 a viz Here 1923 war lodenn greiz an Impalaeriezh otoman a oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ ha kollet meur a diriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh an Durked e Anatolia an XIvet kantved. Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa. Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh an XIIIvet kantved hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar goust hini Kêrgustentin e 1453. E 1929 e krogas Mustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, an Durked yaouank, e oa Mustafa Kemal (lesanvet Atatürk) gant ur mennozh sklaer : modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.
Tud brudet
kemmañ- Skrivagnerien:
- Kanerien:
- Politikourien:
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Turkey Economy and Statistic
- Turkish.cc - Turkey Internet Guide
- Maps of Turkey
- Turkish Ministry of Culture and Tourism
Notennoù ha daveoù
kemmañAfghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet : Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud dibar : Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel.3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.
Azerbaidjan • Kazac'hstan • Kirgizstan • Turkia • Turkmenistan • Ouzbekistan • Republik Turk Kiprenez an Norzh¹
¹N'eo anavezet Republik Turk Kiprenez an Norzh nemet gant Turkia