Karia (Καρία e gregach, Karya e turkeg) a oa ur vro gozh, pe ur broviñs, e mervent Azia Vihanañ, etre Likia er reter, Frigia en hanternoz, Lidia er c'hornôg, ha Mor Egea er c'hreisteiz.

Karia, en Azia Vihanañ
Kêrioù Karia

Hervez Herodotos e oa Minoiz a orin e oa tud Karia. Int avat a lavare e oant tud eus Anatolia, aet da voraerien hag e oant kerent d'ar Vysianed ha da dud Lidia.

Hellened Ionia ha Doria eo a drevadennas ar c'hornôg anezhi hag en em veskas gant tud Karia evit sevel stadoù hellen nevez, en o zouez kêrioù Knidos, pe Halikarnassos. Karianed a veze graet eus an dud orin degouezhet er vro a-raok an Hellened.

Pa deuas ar Bersed e voe savet ur satrapiezh ganto. Ar satraped avat en em zalc'he evel rouaned, evel Mausolos pe e wreg Artemisia II. Gant an impalaeriezh roman e oa ur broviñs roman en Azia.

Ur yezh anatolek a gomze ar Garianed.

Kêrioù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Dion Chrysostome, Discours, 28 et 29.