Galateg
Ur yezh keltiek kar-nes d'ar galianeg eo ar galateg hag ur yezh varv a zo bet komzet e Galatia, bro ar C'halated, e-kreiz Azia-Vihanañ tro-dro da gêr-benn Turkia, Ankara hiziv (bet Ankira hag Angora gwechall). N'eus chomet nemet nebeut a roudoù pa n'eus testenn hir anavezet ebet anezhi. Anaout a reer war-dro 120 ger, anvioù-tud an darn-vuiañ anezho. Deuet int betek ennomp dre ar skridoù gresianek kozh ha dre un nebeud enskrivadurioù.
Galateg (?) | |
---|---|
Henyezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Yezh varv |
Rannved : | |
Komzet gant : | Yezh varv |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | - |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | - |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Istor berr
kemmañDeuet e oa ar C'halated, ur bobl kar d'ar C'halianed, da reiñ skoazell da roue Bitinia, hag en em staliañ a rejont e kreiz Azia-Vihanañ war-dro 277 kent JK. Menegiñ a ra sant Yerom e veze komzet galateg c'hoazh er IVe kantved, hag e oa ur yezh heñvel ouzh hini tud Trier (Alamagn hiziv) hervezañ.
Mesket eo bet tamm-ha-tamm ar C'halated gant ar c'hresianegerien ken ne ouzer ket pegoulz eo bet aet o yezh da get. Aloubet eo bet o bro gant an Durked seldjoukour en XIvet kantved.
Keñveriadur gant yezhoù keltiek all
kemmañ- Hervez Strabon en em vode ar C'halated aozet e tri meuriad en ul lec'h anvet Drunemeton (30 km e Su Ankara hag heñvel a-walc'h e seblant bezañ ouzh lec'h bodañ ar Garnuted). Komprenet e vez evel Dru + nemeton, ur ger galianeg evit lec'hioù sakr a veze stank e broioù ar C'halianed. Neved a vez graet anezho e brezhoneg. Hervez lod e teu dru eus ar wrizienn geltiek evit an derv, met talvezout a ra ivez kement ha gouiezegezh.
- Meur a anv-den galat a zo gant al lostger -riks evel ar galianeg -rix, an henvrezhoneg ri, da lavaret eo roue
- Meur a anv-den galat a zo gant al lostger -marus ivez evel ma kaver -maros e galianeg : iwerzhoneg mor, ha brezhoneg meur
- Un nebeud anvioù meuriadoù hag ismeuriadoù a zo heñvel pe peuzheñvel ouzh re ar C'halianed
- An Ambitouti (iwerzhoneg imm = endro + tuath = meuriad - brezhoneg : tud
- An Dektosaged
- ar Volked Tektosaged o doa preizhet Delfos hag o dije kaset an aour laeret ganto da Dolosa, ur skourr eus ar meuriad galat moarvat. Sellet ouzh an Ergerzhadeg veur
- Tektosaged a c'hellfe talvezout kemet ha "Klaskerien douar"
- An d/Trokmed
- An d/Tolitosbogied
Levrlennadur
kemmañ- (en) Philip Freeman, The Galatian Language: A Comprehensive Survey of the Language of the Ancient Celts in Greco-Roman Asia Minor, Lewiston, New York, Mellen Press, 2001, ISBN 0-7734-7480-3,
- (de)Leo Weisgerber, Galatische Sprachreste In Natalicium Johannes Geffcken zum 70. Geburtstag 2. Mai 1931 gewidmet von Freunden, Kollegen und Schülern, 151–75. Heidelberg, Carl Winter