Pobl an Dektosaged, anezho ur skourr eus ar Volked (Volcae e latin), a oa ur bobl kelt eus su Galia hag a aloubas Azia Vihanañ en IIIe kantved kt JK hag a lakas o c'hêr-benn en Ankara.

Troioù ar Volked.

Talvezout a rae o anv kement ha klaskerien toenn.

Galatia

kemmañ
 
Galatia en Henamzer roman.

Unan eus an teir fobl a yeas da sevel Galatia, en Anatolia, e oant, gant Kelted all anvet Tolistobogianed ha Trokmed.

En Ancyre (Ankara hiziv) e oa o c'hêr-benn, ha Gorbéos ha Pessinonte e oa ar c'hêrioù all. Proviñs roman e voe Galatia goude.

E 279 kent JK emañ deroù an ergerzhadeg veur, renet gant Brennos hag Akichorios. Un darn eus arme Brennos a ziskennas betek an Thermopyles hag a zegouezhas e Delfi gant 65 000 den.

An hini all, renet gant Leonorios ha Lutorios, a dreuzas Trakia. Tremen a reas en tu all d'an Hellespont ha degouezhout en Anatolia, pedet ma oant bet gant Nicomedes Iañ, roue Bithynia, da zont da vrezeliñ ouzh Antiochos Iañ, roue ar Séleucides (278 kent JK). Faezhet e voe ar C'halated gantañ ha diazezañ a rejont e-kreiz Anatolia a zeuas da vout Galatia. Tost e oa o bro ouzh Phrygia war lez kleiz ar stêr Halys, betek al lenn Tatta (pe Lenn Tuz), etre an d-Tolistobogianed hag an d-Trocmed.

 
Bon Boullogne Divroadeg an Dektosaged

Skourr all

kemmañ

Tektosaged all a oa e Galia, war-dro ar Garona uhelañ.

Pennadoù kar

kemmañ
 
Pezhioù ar Volcae Tectosages.

Levrlennadur

kemmañ
  • Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et Dictionnaire, Embannadurioù Robert Laffont, dastumad « Bouquins », Paris, 2000, (ISBN 2-7028-6261-6).
  • John Haywood (rakskrid gant Barry Cunliffe, troet gant Colette Stévanovitch), Atlas historique des Celtes, Embannadurioù Autrement, Paris, 2002, (ISBN 2-7467-0187-1).

Liamm diavaez

kemmañ