Piet Pieterszoon Hein

Piet Pieterszoon Hein (25 a viz Du 1577 – 18 a viz Mezheven 1629), pe Piet Hein hepmuiken, a oa un ofiser a vor eus an Izelvroioù hag un haroz e voe e-pad Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz etre ar Proviñsoù Unanet ha Spagn.

Poltred Piet Hein - taolenn eus 1629, diwar un daolenn goshoc'h gant Jan Daemen Cool

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Piet Hein e Delfshaven (a zo bremañ ul lodenn eus Rotterdam), mab d’ur c’habiten a vor ha dont a reas da vezañ moraer yaouank a-walc’h. Skrapet e voe war vor gant ar Spagnoled ha galeour e voe e bourzh listri spagnol etre 1598 ha 1602. Neuze e voe dieubet, en eskemm ouzh prizonidi spagnol. Etre 1603 ha 1607 e voe prizoniet gant Spagnoled adarre, tapet ma oa bet ganto dirak aodoù Kuba.

E 1607 e stagas da labourat evit Kompagnunezh Nederlandat Indez ar Reter (Vereenigde Oostindische Compagnie) ha distreiñ a reas eus Azia gant ar rez a gabiten, pemp bloaz war-lerc’h.

E 1623 e teuas da vezañ besamiral evit Kompagnunezh Nederlandat Indez ar C’hornôg (West-Indische Compagnie, WIC) ha mont a reas d’an Antilhez. E Brazil, ma klaske tud eus an Izelvroioù en em ziazezañ, e kemeras kêr Salvador digant Portugaliz. Er bloavezh 1627 e voe tapet gantañ meur a lestr kenwerzh eus Portugal hag a gase sukr da Europa.

E 1628 e kemeras perzh en un argad a-enep ur strollad listri spagnol hag a gase arc’hant eus Suamerika da Europa. Pemzek lestr spagnol a voe tapet e Bae Matanzas, war aod norzh Kuba. Gant Piet Hein e voe preizhet berniadoù aour, arc’hant ha madoù all hag a dalveze en holl kement hag 11 milion a florinoù. Brasañ trec’h an Izelvroioù a-enep Spagnoliz e voe Emgann Bae Matanzas. Pa zistroas Hein da Rotterdam e 1629 e voe degemeret eno evel un haroz, ha gant e breizh e voe gallet arc’hantaouiñ morlu an Izelvroioù e-pad 8 miz.

Anvet e voe da letanant-amiral e miz Meurzh 1629 hogen mervel a reas un tammig diwezhatoc'h er bloavezh-se, en un emgann a-enep kourserien eus Dukark. Beziet e voe en Oude Kerk e Delft.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.