Brazil izelvroat
Holland Nevez (Nieuw-Holland en izelvroeg), pe Brazil izelvroat (pe nederlandat) a oa un darn eus Nordeste Brazil dindan beli Kompagnunezh Nederlandat Indez ar C'hornôg e-pad 30 vloaz er XVIIvet kantved.
Adalek 1630 e voe gwanaet an Impalaeriezh trevadennel portugalat pa voe staget Portugal ouzh Spagn (1580-1640), ma c'hallas Izelvroiz, ha Johan Maurits van Nassau-Siegen en o fenn, sevel un drevadenn en hanternoz Brazil, entre Sergipe ha Maranhão, ha Mauritsstad o c'hêr-benn (hiziv Recife).
En 1654 e voe kaset an Izelvroiz kuit gant Portugaliz.