Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz
Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz a oa ur brezel graet gant pobl an Izelvroioù, Belgia, Luksembourg, ha hanternoz Bro-C'hall, a-enep d'ar Spagnoled eus 1568 (emgann Heiligerlee) da 1648 (feur-emglev Westfalen), war-bouez un arsav-brezel a badas dek vloaz, eus 1609 da 1621. Emsavadeg an Izelvroioù, pe emsavadeg ar gorkerien a vez graet anezhañ ivez.
Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz
Rann eus | brezelioù ar relijion en Europa |
---|---|
Stad | Seitek Proviñs |
Lec'h | Low Countries |
Raklec'hiet gant | Compromise of Nobles |
Deiziad | 23 Mae 1568 |
Deiziad kregiñ | 23 Mae 1568 |
Deiziad echuiñ | 30 Gen 1648 |
Darvoud-alc'hwez | Brezelioù ar Relijion e Bro-C'hall, Anglo-Spanish War, Brezel Tregont Vloaz, Brezel hêrezh Jülich |
Abeg pennañ | Protestant Church in the Netherlands |
A-enep | Inkizision spagnol, Sened-Iliz Trento, Antoine Perrenot de Granvelle, Spanish House of Habsburg |
War-lerc'h an emsavadeg e voe gounezet o dizalc'hiezh gant seizh proviñs an hanternoz, a voe anvet ar Proviñsoù-Unanet, hag anavezet e 1581 gant Akta Den Haag ha gant ur feur-emglev sinet e 1648 ouzhpenn feur-emglev Westfalen.
Orin
kemmañE-kerzh ren Karl V e voe kaset frankizioù ekonomikel an Izelvroioù spagnol da netra.