René Duguay-Trouin
René Duguay-Trouin, ganet e Sant-Maloù d'an 10 a viz Mezheven 1673 ha marvet e Pariz d'ar 27 a viz Gwengolo 1736, a oa ur c'habiten-lestr breizhat e servij Roue Bro-C'hall. Gant ar brezelioù a renas Loeiz XIV e kavas tro d'en em gannañ ouzh listri saoz, izelvroat, spagnol ha portugalat. Kemer a reas kêr Rio de Janeiro en 1711.