Wismar

kumun alaman

Wismar zo ur gêr hag ur porzh-mor e hanternoz Alamagn. Emañ e land Mecklenburg-Vorpommern ha 45 182 den a oa o chom enni e 2000.

Wismar

Unan eus kêrioù Kevre an Hansa e oa Wismar hag adkavout a reer enni doare tisavouriezh ar Grennamzer er c'hêrioù-se. Roet e voe dezhi ar statud a gêr gant ar priñs Heinrich Borwin, aotrou Mecklenburg e 1226.

Aloubet e voe Wismar gant Sveden e 1631, ha chom a reas e dalc'h Sveden betek 1803. Neuze e voe gwerzhet da arc'hdugelezh Mecklenburg-Schwerin, hogen n'eo nemet e 1903 e peurzilezas Sveden he gwirioù warni. E 1945 en em gavas a-gevret soudarded eus Stadoù Unanet Amerika, Breizh-Veur hag an Unvaniezh Soviedel eno. Dont a reas Wismar da vezañ ul lodenn eus Republik Demokratel Alamagn. E 2002 e voe lakaet Wismar war roll Glad ar Bed gant an UNESCO.