Hansa
An Hansa, Kevre an Hansa, pe Kevre Hanseat (alamaneg: die Hanse; izelvroeg: de Hanze; estoneg: Hansa; latvieg: Hanza; poloneg: Hanza, svedeg: Hansan) a oa anezhañ ur c'hevre kenwerzhel galloudus etre kêrioù ha kevreadoù kenwerzh en-dro da Vor an Hanternoz ha d’ar Mor Baltel. Lakaat a raent da ren ur monopol eus ar c'henwerzh war ar braz eus Europa an Hanternoz. En e vleuñv eo bet etre an XIIIvet hag ar XVIIvet kantved.
Kêrioù a vez graet Hansestadt anezho c'hoazh
kemmañAr c'hêrioù-mañ a oa en Hansa gwechall. Ent-ofisiel emañ c'hoazh ar ger Hansestadt (“kêr hanseat”) en o anv :