Kentaro Miura (三浦 建太郎, Miura Kentarō), ganet d'an 11 a viz Gouhere 1966 hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Mae 2021[1], a oa un arzour manga japanat. Dreistbrudet eo evit e labour war an heuliad manga dark fantasy Berserk, a oa bet kroget an embann anezhañ e 1989 betek marv an aozer.

Kentaro Miura
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den三浦建太郎 Kemmañ
Anv-bihanKentaro Kemmañ
Anv-familh三浦 Kemmañ
Anv e kanaみうら けんたろう Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Gou 1966 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChiba Kemmañ
Deiziad ar marv6 Mae 2021 Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvaortic dissection Kemmañ
Yezh vammjapaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
MicherMangaka, aozer bannoù-treset, comics creator, skeudennaouer Kemmañ
Tachenn labourComic, Manga (bannoù-treset), fantasy literature Kemmañ
Bet war ar studi eNihon University Kemmañ
Deroù ar prantad labour1976 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2021 Kemmañ
HandednessKleizard Kemmañ
Oberenn heverkBerserk (manga) Kemmañ
Prizioù resevetTezuka Osamu Cultural Prize Kemmañ
Arvesterien palSeinen Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Er bloaz 2002 e voe deroet ar Priz Sevenadurel Tezuka Osamu (手塚治虫文化賞, Tezuka Osamu Bunkashō) da Viura Kentaro.
En holl ez eus bet gwerzhet muioc'h evit 50 milion a skouerennoù eus Berserk betek 2021. Unan eus ar re gant ar brud brasañ betek-henn eo an heuliad-se neuze.

Yaouankiz

kemmañ

Ganet e oa bet e Chiba, kêr-benn ar brefedelezh, e-tal Tōkyō en tu all d'ar bae. D'e 10 vloaz, e 1976, ez aozas e vanga kentañ, Miuranger, a voe embannet e kazetenn e skol ; 40 rann a voe en heuliad. Er bloaz 1977 e savas Miura e eil manga, Ken no michi (剣への道, '"An Hent d'ar C'hleze"), ma reas gant liv Sina evit ar wech kentañ. Daou vloaz goude e krogas da implijout teknikoù a-vicher.[2]

P'edo el lise, e 1982, ez emezelas en ur strollad arzourien a embanne o oberennoù er skol. En hevelep bloaz e voe embannet e labour en ur gelaouenn.[2] D'e 18 vloaz e labouras e-pad ur pennadig gant ar mangaka Morikawa Jōji (* 1966), a zo brudet evit Hajime no Ippo (はじめの一歩, "Ar C'hammed Kentañ") ; buan avat e voe adkaset Miura d'ar gêr, pa lavaras Morikawa n'en devoa netra da gelenn dezhañ ouzhpenn d'an donezon a ziskoueze dija[3].

Resped

kemmañ

Er bloaz 1985 e klaskas Miura Kentaro bezañ degemeret e Kevrenn an Arzoù ar Skol-Veur brevez Nihon (日本大学, Nihon Daigaku, berraet e 日大 Nichidai), ar pezh a voe graet goude ensellet e raktres Futatabi (再び "A-nevez") ; diwezhatoc'h e voe deroet ur priz dezhañ evit Futatabi gant ar sizhunieg Weekly Shōnen Magazine. Er gelaouenn-se e voe embannet heuliad kentañ Miura, hep ober berzh avat[4].
Tri bloaz goude, e 1988, p'edo Miura o kenlabourat gant Okamura Yoshiyuki (Buronson, bet ganet e 1947) war ur manga anvet Orō (王狼, "Roue ar Bleizi") e voe embannet un tañva eus Berserk war 48 pajenn e Gekkan ComiComi ; e 1989 e voe boulc'het an heuliad da vat er mizieg Monthly Animal House, a droas da Young Animal diwezhatoc'h.[2]
E 1990 e kenlabouras Miura gant Buronson adarre evit ar manga Japan, a voe embannet er Young Animal ivez tra ma kendalc'he gant Berserk.

Er bloaz 1997, Miura Kentaro a c'hoursellas un azasadur eus Berserk e 25 rann tresadennoù-bev, a voe skignet gant Nippon Television (NTV). Heñvel a reas e 1999 evit ar c'hoari video Sword of the Berserk: Gut's Rage, embannet gant Dreamcast.
Adalek 2006, Miura a baouezas alies hag a-brantadoù hir gant Berserk, ar pezh na viras ket ouzh ar manga a dizhout 40 levrenn e 2018, ha tremen 50 milion a skouerennoù gwerzhet er bed a-bezh (sifroù Mae 2021).
E 2013 ez embannas Miura e Japan ur manga a-zisrann anvet Gigantomakhia, a voe Giganto Maxia er bed saoznek dre an ti stadunanat Dark Horse e 2016[5].

Er bloaz 2019, Miura a savas ur manga berr anvet Duranki dre e studio prevez, Studio Gaga ; embannet e voe a-bennadoù er gelaouenn Young Animal Zero[6].

D'an 20 a viz Mae 2021, an ti-embann Hakusensha a gemennas e oa marvet Miura Kentaro da 54 bloaz d'ar 6 a viz Mae.

Heuliadoù manga

kemmañ
  • 1976 : Miuranger
  • 1976 : Ken e no Michi
  • 1985 : Noa
  • 1989 : King of Wolves
  • 1989-2021 : (Berserk ベルセルク Beruseruku), Hakusensha
  • 2019-2021 : Duranki

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Anime News Network, 20/05/2021
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) Miura, Kentaro : Berserk, rann 1, Dark Horse Manga, 2019 (ISBN 978-1-5067-1198-0)
  3. (fr) Animeland
  4. (en) Madman
  5. (en) Anime News Network, 17/05/2015
  6. (en) Anime News Network, 22/08/2019
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける