An M-60 pe Saco M60 a zo ur vindrailherez lijer implijet el lu amerikan abaoe 1957. Anavezet ez eo dreist-holl dre e implij e-pad brezel Vietnam. Lesanvet ez eo ivez "The Pig" ("ar pemoc'h").

M-60
firearm model
Iskevrennad eusgeneral-purpose machine gun Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Lakaet er servij1957 Kemmañ
ManufacturerGeneral Dynamics Kemmañ
Munision7,62 × 51 mm NATO Kemmañ
Soudard maouez Amerikan gant un M-60

Implijout a ra kartouchennoù 7,62 × 51 mm NATO.

Istor an M-60 kemmañ

An M-60 a zo ur c'hemmesk etre ar vindrailherez Lewis Mark I (un arm deus ar Brezel-bed kentañ), hag ar mindrailherezioù FG-42 hag MG42, daou arm implijet gant an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed.

Ma z'eo bet implijet kalzig hag ez eo brudet-mat gant an dud e chom un arm gant kalzig a sioù. Aes e c'hall chom bout pa vez lous. Ouzhpenn da-se eo ret bezañ arbenikaet ha munut evit derc'hel anezhañ kempenn.

 
Ur soudard gant un M60A hag e gañfarded deus ar 5vet Marines rejimant oc'h enebiñ e-kerzh brezel Vietnam. - NARA - 532477

Skeudennoù kemmañ

Adkemer er sevenadur kemmañ

  • Gallout a raed implijout an M-60 er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk medisin.
  • Er film Rambo II e vez implijet kalz ha lakaet war-wel an M-60 gant an haroz. Skeudenn kinnig ar film a zo John Rambo gant an arm-mañ.

Liammoù diavaez kemmañ