Barrett M82
Ar Barrett M82 zo ur fuzuilh damaotomatek enepdafar savet e 1980 gant Ronnie Barrett. Implijet e vez gant arme Stadoù-Unanet Amerika ha meur a vro all abaoe fin ar bloavezhioù 1980. Savet eo bet tro-dro d'ar gartouchenn c'halloudus .50 BMG, a c'hall toullañ aes ur c'heflusker pe pezhioù kirri-nij da skouer. Implijet e vez ivez evel fuzuilh-resisted evit tizhout enebourien da ouzhpenn 2.000 metr. Un daoubez zo dezhi abalamour d'he fouez uhel (war-dro 14 kg hervez an adstummoù). Ur starderez c'halloudus a gaver ouzh beg he c'hanol evit kempouezañ hec'h argil uhel.[1]
Barrett M82 | |
---|---|
Barrett M82 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet |
Doare | Fuzuilh-resisted damaotomatek enepdafar hag enepden |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 12,7 × 99 mm .416 Barrett |
Produer | Barrett Firearms Manufacturing |
Mare sevel | 1980 |
Mare implij | Abaoe 1982 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 13,5 kg |
Hirder | 1.219 mm |
Hirder ar c'hanol | 737 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 1.800 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 853 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 5 pe 10 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Er sevenadur
kemmañ- ur Barrett M82A1 a vez implijet gant ar sniper Bob Lee Swagger er film Shooter (2007)
- er Film Rambo IV e vez gwelet alies ur sniper oc'h implijout ur Barrett M82
Gwelet ivez
kemmañ- Ur bleustradeg gant fuzuilhoù Barrett M82 war-vourzh ur vag eus an US Navy e 2013
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.171