Ar Browning B25, anvet ivez Browning Superposed er broioù saoznek, zo ur fuzuilh-chase daou ganol flour da wintañ ijinet gant John Browning. Produet eo bet etre 1931 ha 1960 gant an embregerezhioù FN Herstal da gentañ, ha gant Browning hiziv-an-deiz. Ar fuzuilh poblek kentañ dezhi kanolioù dreistlakaet e voe, hag unan eus an armoù gwerzhetañ e-mesk ar chaseourien en XXvet kantved eo bet.

Browning B25
Skeudenn ar pennad Browning B25

Sell a-dost ouzh platinenn ur fuzuilh Browning B25 kalibr 12
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Fuzuilh da wintañ, daou ganol flour dreistlakaet
Munisionoù Kalibr 12
Kalibr 16
Kalibr 20
Kalibr 28
Kalibr .410
Ijinerien John Browning
Val A. Browning
Mare ijinañ 1922-1931
Produerien FN Herstal
Browning Arms Company
Mare produiñ Stumm kentañ produet e 1931-1940 ha 1948-1960
Adstummoù produet betek hiziv
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,2 kg (kalibr 12)
Hirder ar c'hanol 510 mm - 660 mm - 710 mm - 760 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Betek 30-35 m hervez ar c'halibr
Endalc'h 2 gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Betek ar bloavezhioù 1920 e veze savet fuzuilhoù-chase dezhe daou ganol kichen-ha-kichen dreist-holl. Simpl a-walc'h e oa da broduiñ, met ne oa ket an aesañ evit bukañ mat. Fuzuilhoù dreistlakaet a veze produet e Bro-Saoz da skouer, met ker-ruz e oant. E 1922 e krogas John Browning da labourat war un arm a seurt-se. E bal e oa produiñ ur fuzuilh dreistlakaet marc'hadmat. Mervel a reas e miz Du 1926 a-raok gellet peurechuiñ al labour war munudoù 'zo, evel draen an arm[1]. Lakaet e voe ar fuzuilh nevez e gwerzh gant an FN Herstal e 1931. Kambret e oa er c'halibr 12 hepken, hag un draen doupl a oa dezhi. Adalek 1936 e voe gwerzhet ur stumm kambret er c'halibr 16. Val A. Browning, mab John, a gendalc'has gant al labour hag a savas ar sistem evit lakaat un draen nemetken d'an arm. Montet e voe war ar fuzuilhoù produet adalek 1939[2].

An Eil Brezel-bed a lakaas an harz war produiñ ar B25. Pa adkrogas e 1948 e voe kinniget er c'halibr 20 ivez. Adalek ar bloavezhioù 1970 e voe gwerzhet adstummoù anezhi : B125, B325, B425, B525 ha B725. Lod anezhe a voe produet en uzinoù Miroku (Japan) evit klask digreskiñ o c'houst[2]. Ur stumm B15 a voe gwerzhet e-pad un nebeud bloavezhioù adalek 2015[3]. Hiziv-an-deiz ne chom nemet ar B525 hag ar B725 war katalog Browning[4].

Hervez Browning e voe gwerzhet ouzphenn 500.000 B25 etre 1931 ha 1980. Ma ouzhpenner hec'h holl adstummoù e vije bet gwerzhet tost da zaou vilion a skouerennoù anezhi betek bremañ[5].

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) HAWKS Chuck, Browning Superposed Shotguns, war lec'hienn an aozer (lennet d'an 09/10/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) FERRIOL Laurent, Un fusil de légende: le Browning B25, Armocasse (lennet d'an 09/10/2024)
  3. (fr) Browning B15, digne successeur du B25 ?, Chasse Passion, 02/03/2016 (lennet d'an 09/10/2024)
  4. (en) Hervez lec'hienn Browning (lennet d'an 09/10/2024)
  5. (fr) Auto-5, BAR, B25, Hi-Power, 1900 : focus sur 5 armes Browning vendues à plus d’un million d’exemplaires, war lec'hienn Browning (lennet d'an 09/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan