Ar c'hartouchennoù kalibr 28 zo munisionoù evit ar fuzuilhoù-chase flour o c'hanolioù. Ur c'halibr etre eo, nebeutoc'h a argil hag a drouz gantañ evit ar c'halibroù 12 pe 20[1], met fonnusoc'h e goumoulenn-blomoù hag uheloc'h e dizh mont er-maez evit ar .410[2]. Boaz e vez kambret e 70 mm, met gellet a raer kavout hirderioù kartouchennoù all evel 65 pe 76 mm.

Kalibr 28
Skeudenn ar pennad Kalibr 28

Pevar c'halibr kartouchennoù-chase, a gleiz da zehou : .410 - Kalibr 28 - Kalibr 20 - Kalibr 12
Doare
Kalibr 28 / 14,70 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadelloù Etre 1 hag 8,5 mm
Ø trogleuziñ 13,84 mm
Ø kolier 15,55 mm
Ø korf an douilhez 15,85 mm
Ø strad 17,40 mm
Tevder ar strad 1,55 mm
Hirderioù ar gartouchenn 58,50 mm
63,50 mm
65 mm
70 mm
76 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar bannadelloù 22 - 28 g
Tizh o vont e-maez V0 410 - 440 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 830 - 1.050 bar hervez hirder ar gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Kalz produerien a ginnig kartouchennoù ispisial er c'halibr 28 (brenneke, ball-trap, klujar en o zouez). Gounit a ra tachenn e bed ar chase abaoe un nebeud bloavezhioù[1][2].

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) 28 Gauge Cartridge Review, Gun Mart, 27/09/2017 (lennet d'ar 07/12/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) TISON Frank, Calibre 28 contre 410, le duel !, Air & Nature, 03/06/2022 (lennet d'ar 07/12/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan