Gewehr 43
Ar Gewehr 43 pe Karabiner 43 (berraet en G43, K43, Gew 43 ha Kar 43) a zo ur garabinenn alaman damaotomatek kambret e 7.92 × 57 mm Mauser. Savet e oa bet e 1943 gant an embregerezh Carl Walther evit arme an Trede Reich e-pad an Eil brezel-bed.
Gewehr 43 | |
---|---|
Ur Gewehr 43 hep lunedenn (a-us) ha gant ul lunedenn ZF4 (dindan) | |
Kinnig | |
Bro | Trede Reich |
Doare | Fuzuilh damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 7,92 × 57 mm Mauser |
Produerien | Carl Walther, Gustloff-Werke II, Berlin-Lübecker-Maschinenfabrik |
Mare produiñ | 1943 - 1945 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,4 kg |
Hirder | 1.117 mm |
Hirder ar c'hanol | 549 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 500 m (betek 800 m gant ul lunedenn) |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 776 m/s |
Endalc'h | Klipoù 5 kartouchenn pe karger-fiñv 10 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañEr bloavezhioù 1930 e klaske an Alamaned sevel ur fuzuilh damaotomatek. E 1940 e voe amprouet div anezhe gant ar Wehrmacht : ar Gewehr 41 (M) produet gant Mauser hag ar Gewehr 41 (W) savet gant Walther. Ne ziskouezas ket an daou arm bezañ fiziapl-kenañ. Ar G41 (W) a rae gant ar sistem amprest gazoù implijet e fuzuilhoù an Dan Søren Hansen Bang etre an daou vrezel-bed.[1] Goude deroù an oberadur Barbarossa e 1941 e voe tapet fuzuilhoù SVT-40 digant ar Rusianed. Kalz gwelloc'h ha fiziaploc'h e oa an arm soviedel. An Alamaned a savas ar Gewehr 43, dezhi tres hollek ar G41 (W) ha gwellaennoù awenet gant an SVT-40. Resis e oa ar G43. Implijet e voe kalzik evel fuzuilh-resisted war Talbenn ar Reter.[1]
Ul lodenn eus ar Gewehr 43 a voe produet gant labourerien rediet er Gustloff-Werke II, un is-kamp eus Buchenwald.