Walther zo ur produer armoù-tan alaman savet e 1886 e Zella-Mehlis e Thüringen. E kêr Ulm emañ sez sokial an embregerezh bremañ.

Carl Walther GmbH

Krouidigezh 1886
Saver Carl Walther
Sez sokial Zella-Mehlis (betek 1945) ; Ulm (abaoe 1949)

Alamagn Alamagn

Produioù Armoù-tan
Kevredigezh e penn PW Group
Lec'hienn Internet carl-walther.com
Eus an nec'h d'an traoñ : un Hämmerli M152 .22 LR ; ur Walther GSP .22LR ; div .22 Short Walther OSP ; un TO3 rusian .22LR

Carl Wilhelm Freund Walther a zigoras e stal fuzuilhoù gentañ e 1886 e Zella-Melhis (Thüringen). Kregiñ a reas e 1908 da broduiñ pistolennoù diwar intrudu e vab henañ, Fritz Walther. Ar patromoù kentañ eus 1 da 5 hag eus 7 da 9 a oa kambret e .25 ACP (6,35 mm) ha .32 ACP (7,65 mm). Ar patrom 6 e oa an hini kentañ gant Walther kambret e 9 mm Parabellum ; ne reas ket berzh hag ur mil bennak a voe produet nemetken.

E 1929 e krogas da broduiñ ar rummad pistolennoù brudet Walther PP Polizeipistole (pistolennoù polis). E 1931 e kendalc'has gant ar PPK kentañ (Polizeipistole Kriminalmodell, da lavaret eo « pistolennoù evit an ensellerien »). An daou rummad PP ha PPK a oa kambret e .22 Long Rifle, .32 ACP, .380 ACP hag un nebeud anezho e .25 ACP. Ar PP a oa ar pistolennoù kentañ produet a-rummadoù gant teknik ar c'hoagañ. E 1938 e voe dibabet ar Walther P38 e 9 mm gant ar renad nazi evit kemer plas al Luger P08 implijet er Wehrmacht.

Adalek 1942 betek 1945 e voe implijet prizonidi kamp-bac'h gant an embregerezh. Ul labouradeg a voe savet war-eeun er c'hamp.

E dibenn an Eil Brezel-bed e voe distrujet labouradegoù an embregerezh ha lakaet Zella-Mehlis en takad soviedel. Ne chome nemet steuñvioù ha brevedoù armoù diwar Walther. Fritz Walther a adkrogas pep tra en-dro hag a savas ul labouradeg en Ulm (Republik Kevreadel Alamagn). Ablamour d'ar berzioù war ar produiñ armoù e krogas da sevel mekanikoù-jediñ ha prestik goude armoù dre aer wasket[1]

E 1957 e adkrogas Walther da broduiñ ar P38, adanvet P1, evit pourveziñ ar Bundeswehr gant armoù-dorn. Fritz Walther a varvas e 1966. E vab Karl-Heinz a gasas produiñ an embregezh war-zu an armoù sport.

E 1993 e voe prenet Walther gant Umarex Sportwaffen (bremañ ur rann eus PW Group), eus Arnsberg e Nordrhein-Westfalen. Kopiennoù eus kalz armoù Walther a voe savet gant Umarex. An hini kentañ anezhe a oa ar CP88, kopienn ar Walther P88. Kendalc'het e voe ar produiñ armoù-tan dindan an anv Walther en Ulm hag en Arnsberg.

E 1999 e teuas an embregerezh stadunanat Smith & Wesson da vezañ enporzhier Walther e Stadoù-Unanet Amerika. PW Group a savas e 2012 Walther Arms, Inc. e Fort Smith (Arkansas), e bal gwerzhañ armoù Walther er Stadoù-Unanet.

Produioù

kemmañ
 
Ur bistolenn Walther P38. Implijet e voe gant ar Wehrmacht etre 1939 ha 1945, ha gant armeoù meur a vro goude ar brezel, en o zouez reoù Frañs, Norvegia, URSS, Portugal, Turkia hag Israel.

Pistolennoù

kemmañ

Pistolennoù dre aer gwasket

kemmañ

Fuzuilhoù

kemmañ

Karabinennoù

kemmañ
  • Walther KKJ .22 Hornet
  • Walther KKJ .22 LR

Karabinennoù dre aer wasket

kemmañ

Sevenadur

kemmañ

• Ar Walther PPK eo arm muiañ-karet ar spier saoz James Bond.

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) The First Century, lec'hienn an embregerezh Carl Walther
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, p. 127. Elcy Éditions, 2011 (ISBN 2-7532-0521-3)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan