Ar Walther CP88 zo ur bistolenn dre aer gwasket produet abaoe 1996 gant an embregerezh Umarex dindan aotre Walther. He neuz a zo diazezet war hini ar bistolenn Walther P88. Unan eus an armoù dre aer kentañ produet gant ar merk Umarex e oa[1].

Walther CP88
Skeudenn ar pennad Walther CP88

Ur bistolenn Walther CP88 dezhi ur reduer-son
Kinnig
Bro Alamagn Alamagn
Mont en-dro Pistolenn dre aer gwasket, kartouchennoù CO2 12 g
Kalibr 4,5 mm / .177
Munision Plomoù diabolo
Produer Umarex
Kanol savet gant Walther
Mare produiñ Abaoe 2003
Pouez ha muzulioù
Mas 1,040 kg
Hirder 180 mm
Hirder ar c'hanol 91 mm
Perzhioù all
Energiezh 3,5 J
Hed-tenn pleustrek 20 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 120 m/s
Endalc'h Taboulin 8 bannadell
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Deskrivadur

kemmañ

Tennañ a ra ar CP88 plomoù diabolo 4,5 gram a-drugarez d'ur gartouchenn CO2 12 gram enlakaet en he dornikell. Mont a ra en-dro e mod un-ober ha daou-ober hag ur c'houch reoliek zo dezhi. Daou stumm a gaver : unan klasel, dezhañ ur c'hanol 3,5" (89 mm)[2], hag unan Competition, dezhañ ur c'hanol 5,6" (142 mm)[3].

Un arm ponner eo, savet e metal[1]. Implijet e vez gant an deraouidi war ar sportoù tennañ evit an amprouennoù Pistolenn 10 metr abalamour d'e resisted ha d'e briz izeloc'h evit an armoù implijet peurliesañ er c'henstrivadegoù tennañ.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) Umarex Walther CP88, World of Replica Air Pistols, 09/11/2016 (lennet d'an 20/09/2024)
  2. (fr) CP88 war lec'hienn Umarex (lennet d'an 20/09/2024)
  3. (fr) CP88 Competition war lec'hienn Umarex (lennet d'an 20/09/2024)