Ur pennad James Bond (evnoniour) zo ivez.

James Bond zo un dudenn faltazi krouet gant ar skrivagner saoz Ian Fleming e 1953.

James Bond
book series, long-series books
Anv er yezh a orinJames Bond Kemmañ
Anvet diwarJames Bond Kemmañ
Krouet gantIan Fleming Kemmañ
AozerIan Fleming Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Hollved faltaziekJames Bond universe Kemmañ
TudennoùJames Bond, M, Miss Moneypenny Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.007.com/ Kemmañ
Bibliographybibliography of James Bond Kemmañ
FandomJames Bond fandom Kemmañ
CatchphraseThe name is Bond, James Bond Kemmañ


Delwenn James bond (Pierce Brosnan) hag a-dreñv logo an dastumadur

Etre 1953 ha 1964 ec'h embannas Fleming 12 romant ha 9 danevell gant James Bond. Adalek 1962 e teuas ar poliser kuzh, anavezet dre e niverenn-varilh 007, da vezañ un haroz filmoù ivez. Berzh bras romantoù Ian Fleming koulz ha hini ar filmoù o deus lakaet James Bond e-touez an tudennoù faltazi anavezetañ er bed.

Krouidigezh

kemmañ

Tro-spered

kemmañ
 
Ardamez ar familh Bond

Tro-spered James Bond a zo lies ha deuet da vezañ arouezius eus an dudenn. Plijet bras ez eo gant merc'heta maouezed moutig lesanvet James Bond Girls. Plijet bras ez eo da vleniañ kirri ker ha lies, implij a ra un toullad karbedoù disheñvel el levrioù kement hag er filmoù (listenn karbedoù James Bond).

Filmoù

kemmañ

Produet gant EON Productions

kemmañ