Ian Lancaster Fleming, ganet d'an 28 a viz Mae 1908 e karter Mayfair e Londrez hag aet da Anaon d'an 12 a viz Eost 1964 e Canterbury, a oa ur skrivagner, kazetenner ha spier saoz.
Brudet-bras eo evit bezañ bet krouet an dudenn James Bond ha skrivet un heuliad romantoù diwar-benn e haroz.

Ian Fleming
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIan Lancaster Fleming Kemmañ
Anv-bihanIan, Lancaster Kemmañ
Anv-familhFleming Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Mae 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMayfair Kemmañ
Deiziad ar marv12 Eos 1964 Kemmañ
Lec'h ar marvCanterbury Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhSevenhampton Kemmañ
TadValentine Fleming Kemmañ
MammEvelyn St. Croix Fleming Kemmañ
Breur pe c'hoarPeter Fleming, Amaryllis Fleming, Michael Valentine Paul Fleming Kemmañ
PriedAnn Fleming Kemmañ
Kompagnun(ez)Monique Panchaud de Bottens Kemmañ
BugelCaspar Robert Fleming Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
ImplijerOffice of Strategic Services Kemmañ
Bet war ar studi eEton College, Royal Military College, Sandhurst, Ludwig Maximilian University of Munich, University of Geneva, Durnford School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1953 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luRoyal Navy Kemmañ
Perc'henn warGoldeneye Kemmañ
Tachenndetective fiction Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://ianfleming.com Kemmañ
Delwenn Ian Fleming
gant ar c'hizeller Anthony Smith

Fleming a oa ganet en ur familh pinvidik liammet ouzh an ti-bank Robert Fleming & Co.. E dad a oa ezel eus ar Parlamant evit pastell Henley eus 1910 betek e varv war Talbenn Kornôg ar C'hentañ Brezel-bed. Skoliataet e voe Fleming en Eton, Sandhurst hag ur pennadig amzer e skolioù-veur München ha Geneva. Goude-se en devoa graet meur a labour a-raok kregiñ gant ar skrivañ.

E-pad ma oa o labourat evit an Naval Intelligence Division saoz e-pad an Eil brezel-bed, Fleming en devoa kemeret perzh en Oberiadur-brezel Goldeneye ha krouidigezh ha diwallerezh div unvez spiañ, ar 30 Assault Unit ha T-Force. E amzer soudard e-pad ar brezel hag e labour evel kazetenner o deus pourchaset dezhañ un anaoudegezhioù gwirion eus ar munudoù evit e romantoù James Bond.

Fleming a oa ur butuner hag ever daonet e-pad un darn eus e vuhez. Marvet eo trumm gant un taol-kalon e 1964, oadet e oa a 56 vloaz.
Daou eus e romantoù James Bond zo bet embannet goude e varv. Skrivagnerien all o deus skrivet romantoù James Bond ouzhpenn e re. Haroz Fleming zo bet c'hoariet gant seizh aktour disheñvel e filmoù brudet.

Fleming en devoa skrivet e gentañ romant, Casino Royale, e 1952. Berzh bras a reas, teir gwech e voe advoullet ken bras e oa ar goulenn. Unnek romant a voe en heuliad romantoù James Bond, gant div zastumadenn istorioù berr embannet e 1953 ha 1966. Ar romantoù a gont istor James Bond, un ofiser er Secret Intelligence Service, berraet en MI6. Bond zo brudet ivez dre ar c'hod, 007, hag a zo bet commander er Royal Naval Reserve.