Ar Walther PP (evit Polizeipistole, "pistolenn ar polis") zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh Carl Walther GmbH Sportwaffen etre 1929 ha 2005.

Walther PP
Kinnig
Bro orin Alamagn Alamagn
Doare Pistolenn damaotomatek SA/DA
Munisionoù .22 Long Rifle, .32 ACP, .380 ACP, 9×18mm Ultra
Saver Carl Walther GmbH Sportwaffen
Mare produiñ 1929-2005
Pouez ha muzulioù (hervez an adstumm)
Mas (hep kartouchenn) Etre 675 g hag 850 g
Hirder 170 mm
Hirder ar c'hanol 98 mm
Perzhioù teknikel (e .32 ACP)
Tizh o vont e-maez 320 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Savet eo bet ar Walther PP evit ezhommoù ar polis alaman[1] e fin ar bloavezhioù 1920. Modern a-walc'h e oa pa oa bet lakaet e gwerzh abalamour d'he flatinenn un-ober ha daou-ober, d'he loc'henn dizarmiñ ha d'he sistem surentez war ar skoer. Un arm bihan, sur ha skañv e oa.

Esaet e voe evit arme Bro-C'hall e 1936 met ne voe ket asantet abalamour e kave d'ar soudarded e oa re luziet he gwikefre. Implijet e voe en Alamagn gant ar polis, al Luftwaffe hag un nebeud ofiserien eus ar Wehrmacht.[1] Goude un ehan e fin an Eil Brezel-bed abalamour da zistruj an uzin Walther e Thüringen e adkrogas produiñ ar bistolenn e uzin nevez Ulm. Etre 1955 ha 1989 e voe produet e Frañs dindan aotre gant an embregerezh Manurhin.

Berzh a reas ar Walther PP pa voe produet ouzhpenn 5 milion a skouerennoù anezhi.[2] Ar Walther PPK zo deveret anezhi.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 82
  2. (en) CAMPBELL Dave, A Look Back at the Walther PP, war American Rifleman, 06/04/2018 (lennet d'an 28/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan