Al Luger Parabellum zo unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ. Ijinet e voe en Impalaeriezh Alaman e 1898 gant Georg Luger. Produet e voe gant an embregerezh alaman Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken eus 1908 betek 1942, hag adalek ar bloavezhioù 1970 gant Mauser.

Luger P08
Skeudenn ar pennad Luger P08

Luger P08
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek
Munisionoù 7,65 Parabellum (da gentañ)
9 × 19 mm Parabellum
Produerien Deutsche Waffen und Munitionsfabriken
Waffenfabrik Bern, Krieghoff
Mauser
Arsanailh Spandau
Simson
Vickers
Royal Prussian Rifle Factory Erfurt
Colt's Manufacturing Company
Mare implij 1904–1953 (Alamagn)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,871 kg
Hirder 222 mm
Hirder ar c'hanol 100, 120 pe 200 mm hervez ar stumm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Etre 350 ha 400 m/s
Endalc'h 8 kartouchenn
Adstummoù Gwelet ar pennad
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B
Al Luger 1900 suis e kalibr 7.65 mm Parabellum, hendad al Luger P08.
Luger Model 1900 Karabiner.
Tresadenn droc'h ar bistolenn Luger 9 mm gant Georg Luger (breved 1908).

Savet e voe ar P08 e 1898 gant Georg Luger diwar ar bistolenn Borchardt C93. Kambret e oa da gentañ e e 7,65 mm Parabellum, ur munision deveret eus ar 7,65 mm Borchardt implijet er bistolenn Borchardt C93. Diwar c'houlenn implijerien a veaje alies en Afrika e voe azasaet he c'hambr evit degemer munisionoù 9 mm Parabellum galloudusoc'h a-enep loened gouez ar c'hevandir. An daou galibr a voe implijet er penn-kentañ.

E 1904 e voe dibabet ar bistolenn evel arm standart gant ar Kriegsmarine dindan an anv P04. E ganol (152 mm) a oa un tamm hiroc'h evit hini ar P08 hag ur c'houch div bellder a oa (100 metr ha 200 metr). Pezhioù zo er P04 n'haller ket montañ war ar P08.

An arme alaman a zibabas an adstumm P08 kambret e 9 mm dezhi ur c'hanol 102 mm. Evit soudarded ar c'hanolierezh e voe dibabet un adstumm all, hiroc'h e c'hanol (203 mm), anvet LP08 (Lange Pistole 08) ha lesanvet Luger kanolierezh[1]. Adstummoù all a voe savet ivez evit ar siviled, da skouer unan "karabinenn" dezhi ul lamm a c'halled distagañ.

Dont a ra hec'h anv Parabellum eus an dro-lavar latin Si vis pacem, para bellum (Ma fell dit kaout peoc'h, aoz ar brezel). Lizherennoù kentañ niverenn delegraf an embregerezh armoù DWM (Deutsch Waffen und Munitionen Fabrik) e oa ivez.

Emporzhiet e voe e Stadoù-Unanet Amerika gant an embregerezh Stoeger, a roas an anv Luger dezhi hag a savas stummoù all anezhi e .22 Long Rifle da skouer. Ar romantoù polis hag ar filmoù amerikan a vrudas an anv Luger a vez implijet kalz eno. Ar munisionoù 7,65 mm Parabellum ha 9 mm Parabellum a zo anvet .30 Luger ha 9 Luger eno evit ar memes abeg. Diwar levezon ar soudarded amerikan deuet da Europa da vare an Eil Brezel-bed hag a-drugarez da filmoù Hollywood e raer kalz gant an anv-mañ en Europa abaoe ar bloavezhioù 1950 ha 1960.

Implijet e voe an arm er Brezel-bed Kentañ koulz hag en Eil Brezel-bed gant an arme alaman. Bet eo bet arm-dorn standart en Alamagn hag e Suis. E Frañs e voe pourveziet an Archeriezh Vroadel, an Tirlu ha Prefeti Polis Pariz ganti etre 1945 ha 1955. Ar 5.000 arm implijet a zeue evel ar Walther P38 eus an uzinoù Mauser seizet gant Bro-C'hall.

Implijerien ofisiel al Luger P08 (9 mm Parabellum)

kemmañ
  •   Aljeria
  •   Alamagn : eus 1908 betek 1945 en arme hag er polis
  • Alamagn ar Reter : goude 1945 evit ar polis
  •   Bolivia
  • Bro-C'hall
  • Bulgaria
  • Chili
  • Taiwan : a-raok 1949
  •   Estonia : etre 1919 ha 1939
  •   Finland : M/23PB gant ur c'hanol 9 mm nevez
  • Gres
  • Iran : stummoù 1314 ha Lange P08 (goude 1935)
  • Israel
  •   Iwerzhon
  • Libia : adalek 1951
  •   Liban
  • Norvegia: goude 1945
  • Pologn : goude 1945
  • Portugal : M/910 ha M/943
  • Roumania : goude 1945
  • Spagn : da vare brezel Spagn
  • Tchad : Archeriezh goude 1960
  • Turkia : 1934
  •   URSS : goude 1945, armoù tapet digant ar Wehrmacht
  • Yougoslavia : goude 1945

Sevenadur

kemmañ

Daoust dezhi bezañ bet implijet gant broioù all hag e prantadoù all eus an Istor eo stag al Luger P08 ouzh skeudenn an ofiserien alaman da vare an Eil Brezel-bed. Arouezioù-trec'h priziet e oant en arme amerikan : soudarded zo a oa prest da baeañ sammadoù uhel evit degas unan gante d'ar gêr[2]. An arm a c'haller implijout e meur a c'hoari video, en o zouez ar rummadoù brudet Medal of Honor, Call of Duty pe Battlefield.

Levrlennadur ha liammoù diavaez

kemmañ
  • (fr)HENROTIN Gérard, La Connaissance du Luger, Éditions H&L - HLebooks.com,1996
  • (fr) MALHERBE Michel, Les Pistolets Luger, Crépin-Leblond, 2009
  • (fr) Diellfilmoù Histoire du Parabellum de Luger : 1898-1918 ha 1918 - hiziv war ar chadenn Le feu aux poudres

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) BODINO Mauro, Introductory article war The Artillery Luger (lennet d'ar 24/01/2024)
  2. "The most eagerly sought trophies were Luger pistols. If anyone wanted a Luger, one officer remarked, he had to ‘shoot the German himself and catch him before he fell’. Back at the beach sailors were paying $135 and there was talk of offers as high as $250, a great deal of money at the time. An enterprising sergeant from the 2nd Armored Division brought back to the beach a truck-load of captured weapons and bartered them for 100 pounds of instant coffee, a commodity which American tank troops regarded as body fuel." e D-Day : The battle for Normandy, BEEVOR Anthony, Penguin Books 2009
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan