7,65 × 21 mm Parabellum

Ar 7,65 x 21 mm Parabellum, anvet ivez 7,65 Parabellum gant ar CIP, 7,65 mm Luger, pe .30 Luger er Stadoù-Unanet, zo ur munision armoù-dorn kinniget e 1898 gant an embregerezh alaman Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken (DWM).

7,65 x 21 mm Parabellum
Skeudenn ar pennad 7,65 x 21 mm Parabellum
Ur gartouchenn 7,65 x 21 mm Parabellum
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Produer orin DWM
Muzulioù
Ø bannadell 7,85 mm
Ø trogleuziñ 7,62 mm
Ø kolier 8,43 mm
Ø korf an douilhez 9,93 mm
Ø strad 9,98 mm
Tevder ar strad 1,22 mm
Hirder an douilhez 21,59 mm
Hirder ar gartouchenn 29,85 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 6 g
Tizh mont e-maez V0 370 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2.350 bar
Energiezh ar vannadell 412 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Istor ha deskrivadur

kemmañ

E 1897, an arme suis a c'houlennas gant an ijinour Georg Luger, a laboure evit DWM, gwellaat ar bistolenn Borchardt C93. Ouzhpenn adstummañ an arm, Luger a zivizas berraat e gartouchenn 7,65 × 25 mm Borchardt evit aesaat mont en-dro ar wikefre. Goude an amprouennoù e voe ganet ar bistolenn DWM Pistole-Parabellum, hini gentañ ar rummad a vo ennañ al Luger P08 diwezhatoc'h, hag he c'hartouchenn 7,65 × 21 mm nevez. Arme Suis a zibabas anezhi hag ar bistolenn Luger Modell 06/29 evel kartouchenn hag arm-dorn reolius betek 1949, pa voe kemeret o flas gant ar SIG P210. En Alamagn ne voe ket implijet ar 7,65 mm e-pad pell gant an arme peogwir e voe kemeret e blas gant an 9 × 19 mm Parabellum e deroù an XXvet kantved. Implijet e voe un tamm ar 7,65 mm Parabellum gant arme Finland ha gant polis Brazil[1][1].

Armoù-dorn brudet evel an Astra A-80, ar Beretta 92, ar Browning Hi-Power, ar SIG P220 pe ar Walther P38 o deus pep a adstumm kambret e 7,65 mm Parabellum.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) Ammunition for submachine guns and handguns: semi-automatic and automatic pistols (diellet), war World Guns (lennet d'an 28/08/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan