Browning HP
Ar Browning Hi-Power, anvet ivez Browning HP 35, Browning GP 35 pe FN Browning GP 35, zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh belgiat FN Herstal abaoe 1935. Unan eus an armoù-tan dorn brudetañ eo.
Browning Hi-Power | |
---|---|
Browning Hi-Power | |
Kinnig | |
Bro | Belgia |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un ober |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum (da gentañ) 7,65 mm Parabellum .40 S&W (adstummoù) |
Produer | FN Herstal |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 1,01 kg |
Hirder | 196 mm |
Hirder ar c'hanol | 112 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 25 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 354 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 13 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañPa varvas John Browning e miz Du 1926 e oa o labourat war ur bistolenn nevez evit an FN Herstal. Goude e varv e kendalc'has an ijinour belgiat Dieudonné Saive da labourat war an arm nevez. Produet e voe adalek 1935 dindan an anv Hi-Power, pe GP (Grande Puissance) e galleg. Mont a rae en-dro gant ar sistem argil berr a veze implijet war bistolennoù all evel ar Colt M1911, met Dieudonné Saive a zeuas a-benn da sevel eviti ur c'harger uhel e endalc'h (13 kartouchenn) pa oa 7 pe 8 kartouchenn endalc'h kargerioù ar braz eus ar pistolennoù all d'ar poent-se.[1] Ouzhpenn-se e tiskouezas an arm bezañ solut ha fiziapl.
Implijerien
kemmañAn eil arm koshañ implijet c'hoazh gant armeoù zo er bed eo ar Browning HP, goude ar Colt M1911. E-touez an degadoù a vroioù o deus prenet skouerennoù pe savet kopiennoù dindan aotre evit o arme e kaver ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall, Gres, Iwerzhon, Stadoù-Unanet Amerika, Israel, India pe Aostralia.
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 87