7,65 × 25 mm Borchardt
Ar 7,65 × 25 mm Borchardt zo ur munision armoù-dorn ijinet e 1893 gant Georg Luger, a laboure en embregerezh alaman Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken (DWM). Savet e oa bet evit ar Borchardt C93, a voe ar bistolenn damaotomatek kentañ graet berzh ganti en Istor.
7,65 × 25 mm Borchardt | |
---|---|
Kartouchennoù 7,65 × 25 mm Borchardt (a-gleiz) ha 7,63 × 25 mm Mauser | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Impalaeriezh Alaman |
Bloavezh krouidigezh | 1893 |
Produer orin | DWM |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,86 mm |
Ø kolier | 8,46 mm |
Ø skoaz | 9,60 mm |
Ø korf an douilhez | 9,86 mm |
Ø strad | 9,98 mm |
Hirder an douilhez | 25,15 mm |
Hirder ar gartouchenn | 34,04 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 5,5 g |
Tizh mont e-maez V0 | 390 m/s |
Energiezh ar vannadell | 423 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ur stumm bihanaet eus ar gartouchenn-fuzuilh 7,92 × 57 mm Mauser eo. Ar 7,65 mm Borchardt e oa ar munision kentañ hep bourled, dezhañ ur greuzenn, o vont mat en-dro en un arm. Awenet he deus kartouchennoù all : ar 7,65 Parabellum ha dreist-holl an 9 mm Parabellum, a zo unan eus ar c'hartouchennoù armoù-dorn implijetañ er bed hiziv-an-deiz.
Daveennoù
kemmañ- (en) Roadennoù teknikel ar 7.65 x 25 mm Borchardt evit an adkargañ (lennet d'an 02/09/2024)