Ar Browning Auto-5, anvet ivez Browning Automatic 5 pe Browning A5, zo ur fuzuilh-chase bet produet eus 1902 betek 1998 gant an embregerezh belgiat FN Herstal (Liège). Ar fuzuilh-chase damaotomatek kentañ e voe[1] hag unan eus an armoù anavezetañ e bed ar chase. 2,7 milion a skouerennoù anezhi a voe gwerzhet e-pad an XXvet kantved.[2]

Browning Auto-5

(Remington Model 11)

Skeudenn ar pennad Browning Auto-5

Ur fuzuilh Remington Model 11, kopienn ar Browning Auto-5 dindan aotre
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika / Banniel Belgia Belgia
Mont en-dro Fuzuilh flour he c'hanol damaotomatek
Munisionoù Kalibr 12, Kalibr 16, Kalibr 20
Produer FN Herstal, Remington
Mare implij Abaoe 1905
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,100 kg
Hirder 1.270 mm
Hirder ar c'hanol 711 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 30-40 m d'ar muiañ (kalibr 12)
Endalc'h 1 gartouchenn er gambr + karger korzennek 4 c'hartouchenn (da gentañ) / 2 gartouchenn (adstumm)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C (pe B evit ar stummoù 4+1 gartouchenn)

Ijinet e voe an Auto-5 gant John Browning e 1898. Lakaat a reas ur breved warnañ e 1900.[1] Ar fuzuilh damaotomatek kentañ e oa, enni 5 kartouchenn en he stumm orin. Un dispac'h e oa pa rae ar chaseourien betek neuze gant fuzuilhoù daou ganol daou-denn nemetken, d'ar muiañ. Browning a ginnigas e arm nevez da Winchester, a nac'has anezhañ. Emgav a dapas neuze e 1902 gant Marcellus Hartley, patron an embregerezh Remington, met hemañ a varvas deiz an emgav diwar un taol-kalon. A-benn ar fin ez eas Browning da ginnig e fuzuilh d'an embregerezh FN Herstal, a gomprenas buan e raje berzh hag a asantas produiñ anezhi adalek 1905.

Estreget e bed ar chase e voe implijet an Auto-5 : servijout a reas evel trenchgun (arm fozioù-brezel) etre daouarn ar soudarded amerikan da vare ar Brezel-bed Kentañ, a implije anezhi da aloubiñ an trañcheennoù alaman.

Lesanvet e vez humpback (bosennek) e saozneg. Stummoù all dindan aotre a voe produet gant an embregerezhioù Remington (Model 11) ha Savage (Model 720, Model 745).[2]

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 276-277
  2. 2,0 ha2,1 (en) Browning Auto-5 war al lec'hienn Military Factory (lennet d'ar 27/04/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan