Verney-Carron Sagittaire
Ar Sagittaire zo ur fuzuilh-chase daou ganol flour dreistlakaet gall produet e Saint-Étienne gant an embregerezh Verney-Carron abaoe 1966. E-touez an armoù-chase anavezetañ ha poblekañ emañ e Bro-C'hall.
Verney-Carron Sagittaire | |
---|---|
Ur fuzuilh Verney-Carron Sagittaire personalizaet, dezhi un draen nemeti | |
Kinnig | |
Bro | Bro-C'hall |
Mont en-dro | Fuzuilh da wintañ, daou ganol dreistlakaet |
Munisionoù | Kalibr 12 |
Produer | Verney-Carron |
Mare implij | Abaoe 1966 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 2,95 kg |
Hirder | 1.140 mm |
Hirder ar c'hanol | 700 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn d'ar muiañ | 100 m |
Hed-tenn pleustrek | 30 m |
Endalc'h | 2 gartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Istor ha deskrivadur
kemmañAr fuzuilh dreistlakaet gall kentañ produet a-rummadoù e oa ar Sagittaire. Berzh a reas buan a-walc'h e bed ar chaseourien ha doublet e voe an niver produet etre 1970 ha 1975. Gwerzhet e vez c'hoazh e 2023 dindan adstummoù disheñvel : Polynox (priz izeloc'h), Bécassier, Grand Bécassier hag Ultra-léger. Bezañ zo ivez eus ur garabinenn anvet Sagittaire Express war gatalog ar merk.[1]
Tro 500.000 skouerenn eus ar Sagittaire a zo bet gwerzhet abaoe 1966.[2]
Teknik
kemmañAr Sagittaire zo ur fuzuilh kalibr 12 doare Anson & Deeley (gwikefre ijinet e 1875 er Rouantelezh-Unanet). Armet e vez ar skoerioù pa vez serret ar fuzuilh. Daou zraen a zo dezhi (unan ral a-wech), ha gwintet e vez gant un alc'hwez enbarzhet er pontig. Ur viz a zo e penn ar c'hanol a-us. He lamm doare saoz pe hanter-bistolenn zo e koad-kraoñ.
Daveennoù
kemmañ- ↑ Pajenn ar Sagittaire war lec'hienn Verney-Carron (gwelet d'an 10/02/2024) (galleg)
- ↑ Hervez Guillaume Verney-Carron (rener an embregerezh) en diell Visite de la Manufacture Verney-Carron à Saint-Étienne, 04/04/2020, (galleg)