Verney-Carron
Verney-Carron zo un embregerezh armoù-tan chaseal hag armoù brezel hiniennel gall diazezet e Saint-Étienne abaoe e grouidigezh e 1820[1].
Produiñ a ra dreist-holl karabinennoù-chase pe fuzuilhoù-chase evel ar Sagittaire, a-rummadoù pe diouzh ar moull evit an armoù kerañ. Ijinet o deus ivez ar bannerezed boledoù-difenn Flash-Ball implijet gant an Archeriezh Vroadel hag ar polis e Frañs adalek ar bloavezhioù 1990. Deuet eo Flash Ball da c'hourzhanvad evit an armoù a seurt-se dibaoe.
Abaoe 2015 eo krog an embregerezh da sevel armoù hiniennel nevez evit an armeoù.
Istor
kemmañSavet e oa bet an embregerezh e 1820 gant an armeurer Claude Verney (1800-1870), ganet en ur familh armeurerien vrudet abaoe 1650. Dimeziñ a reas da Antoinette Carron, merc'h ur familh armeurerien all hag e adanvas e embregerezh Verney-Carron e 1830. Chom a reas an embregerezh etre daouarn ar memes familh dibaoe, ha renet eo bremañ gant e ziskennad Guillaume Verney-Carron[1].
Betek ar bloavezhioù 1920 e werzhe Verney-Carron armoù-chase war-eeun d'ar pratikoù. Enkadenn ekonomikel 1929 a lakaas anezho da cheñch o rouedadoù dasparzhañ hag e werzhjont o armoù dre hanterouriezh stalioù bihan diwar neuze. Adalek 1936 e voe gwerzhet dafar pesketa, tennis ha marc'hoù-houarn gant an embregerezh ; a-drugarez da se e c'hellas kenderc'hel e-pad an Eil Brezel-bed.
Kresk ar bloavezhioù 1960-1970
kemmañE 1963 e voe prenet gantañ ar SIFARM, ur bodad armeurerien c'hall. E 1966 e kinnigas skouerennoù kentañ ar fuzuilh-chase dreistlakaet Sagittaire. Berzh a reas e bed ar chaseourien. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz hag ouzhpenn 500.000 skouerenn anezhi a zo bet gwerzhet dibaoe. Er bloavezhioù 1980 e c'hounezas an embregerezh ur marc'had evit produiñ pezhioù a c'halled montañ war ar fuzuilh-arsailh FAMAS, a chomas arm standart an arme c'hall betek 2017.
Ar Flash-Ball (1990)
kemmañE 1990 e krogas Verney-Carron da werzhañ ur banner boledoù kaoutchoug «nann-varvus» nevez anvet Flash-Ball. Implijet e voe adalek fin ar bloavezhioù 1990 gant polis Bro-C'hall. Abaoe e vez tamallet ingal d'an arm bezañ re zañjerus evit yec'hed ar re skoet gantañ[2] hag implijet fall gant ar polis[3]. Ur vanifestadeg anvet «Verney-Carron 2016» zo bet aozet e miz Here 2019[4] evit enebiñ ouzh an embregerezh hag e broduioù.
War dachenn ar armoù-brezel (abaoe fin ar bloavezhioù 2010)
kemmañE 2017 e savas Verney-Carron ur rann «Difenn» evit respont da c'halv arme Frañs a oa o klask ur fuzuilh-arsailh nevez da gemer plas ar FAMAS. Buan e voe lakaet a-gostez ha dibabet e voe ar fuzuilh alaman HK 416. Kenderc'hel a reas an embregerezh da labourat war armoù-brezel ha kinnig a reas armoù nevez : ar VCD 10, ur fuzuilh-resisted kambret e 7,62 × 51 mm awenet gant an AR-10, hag ar fuzuilh-arsailh VCD 15 kambret e 5,56 × 45 mm NATO.
E penn-kentañ 2022 e voe adprenet Verney-Carron gant ar strollad Cybergun evit 20 milion euro[5]. Diskaret e oa bet sifr gwerzhioù an embregerezh eus 5 milion euro da 1 milion euro e 2020. An embregerezh armoù emren gall diwezhañ eo Verney-Carron.
Produioù
kemmañ- Fuzuilhoù-chase : kanolioù dreistlakaet (Sagittaire/SagittaireXS ha Vercar), kanolioù kichen-ha-kichen (Vercar), Stop&Go (Véloce), pomp rizennet (P12), damaotomatek (V12N & Matrix) hag un tenn da wintañ (Solo).
- Karabinennoù-chase : kanolioù dreistlakaet (Sagittaire ha SagittaireXS), Stop&Go (Speedline), damaotomatek (Impact NT) ha linennek (Impact LA).
- Arm-chase pompad : produerezh artizanel fuzuilhoù ha karabinennoù-chase diwar-c'houlenn.
- Armoù "nann-varvus" : Flash-Ball.
- Pistolenn-vindrailher VCD9, fuzuilh-arsailh VCD 15 ha fuzuilh-resisted damaotomatek VCD 10.
Da welet
kemmañ- (fr) Lec'hienn Verney-Carron
- (fr) Llec'hienn Lebel, rann Difenn Verney-Carron
- (fr) Visite de l'entreprise Verney-Carron war chadenn Le Chasseur Français, 28/10/2022
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr)Les dates-clés war lec'hienn Verney-Carron (lennet d'an 13/02/2024)
- ↑ (fr) Flash-ball, blessures à retardement, e Libération, 18/02/2018 (lennet d'an 13/02/2024)
- ↑ (fr) BEGUIN François, JACQUIN Jean-Baptiste, L'usage risqué du Flash-ball lors de manifestations, e Le Monde, 07/12/2018 (lennet d'an 13/02/2024)
- ↑ (fr) Un rassemblement sous tension attendu ce week-end à Saint-Étienne, e Le Dauphiné, 19/10/2016 (lennet d'an 13/02/2024)
- ↑ (fr) GEORGEAULT Nicolas, Derrière le rachat de Verney-Carron, des enjeux d'État, war Activ Radio, 12/12/2022 (lennet d'an 13/02/2024)