An armerezh, pe armdierezh[1], zo un hollad micherioù dezhe o fal sevel, magazennañ, gwerzhañ pe kempenn armoù. Al lec’h ma vez graet an oberioù-mañ a zo e anv un armdi[1], armerezh[2] pe armeuri[3]. Un den a labour e bed an armerezh a zo anvet un armdiour[1][2] pe un armeurer[3].

Un armeurdiour o sevel un arm-tan, 1613.

Micherioù an armerezh

kemmañ
 
Un armdiour oc'h engraviñ fust un arm-skoaz.

Un armeurer a c'hell sevel un arm dre ijinañ e stumm. Gellet a ra ivez bezañ gouest da ober anezhañ en ur implijout teknikoù labour-dorn a bep seurt (stummañ ar metal, engraverezh war goad pe vetal). An armdiourien a labour er stalioù-armoù a zo gouest da gempenn an armoù, da cheñch o fezhioù ha da reoliañ anezhe, pe e vefe armoù-tan pe armoù gwenn. Peurliesañ e werzhont dafar evit an nerzhioù polis, ar chase hag ar sportoù tennañ.

Gellet a ra an armdiourien labourat evit un embregerezh armoù-tan bras, an nerzhioù-surentez (polis, arme) pe en ur stal vihanoc'h. E Breizh e oa e 2024 un daou-ugent armdi prevez bennak.[4] Evit gellet gwerzhañ pe kempenn armoù e Frañs e ranker kaout un diplom bet en ur skol armerezh en Unaniezh Europa, evel ur CAP (Certificat d'Aptitude Professionnelle) pe ur BMA (Brevet des Métiers d'Arts) kinniget e Saint-Étienne, pe er CES Léon Mignon (Liège).[5]

Krog eo Mab-den da sevel armoù evit chaseal pe en em zifenn adalek ar Paleolitik : roudoù eus lec’hioù evit sevel biroù, bouc’haloù ha bouloù e maen eus mare sevenadur Moustier (-300.000 betek war-dro -35.000) zo bet kavet en Europa.[6]

E deroù an Henamzer, en Egipt pe e Mezopotamia, e krog armdiourien da sevel tokarnoù, skoedoù ha klezeoù en arem. Da vare ar Republik e krog ar Romaned da sevel armoù ponneroc’h ha galloudusoc’h evel ar bannerezed hag ar bangounelloù.[6]

En XIIvet kantved e krog ar armeurerien european da broduiñ houarnwiskoù e houarn morzholet. D’ar mare-se e oa liesseurt ar micherioù stag ouzh an armerezh. E fin ar Grennamzer e oa brudet kêrioù evel Bayeux, Coutances pe Angers evit o froduerezh armoù gwenn. Ar gwaregoù hag an arbalastroù a zo ken luziet o zeknik-sevel ma ne vez ket rediet an armdiourien a sav anezho da baeañ tailhoù pe kemer perzh e gward ar c'hêrioù e Frañs er XIVvet kantved[7].

E 1266 e teskriv ar manac'h saoz Roger Bacon mont en-dro ar poultr du. N'eo ket armdiour, met merkañ a ra e destenn deroù implij an armoù-tan en Europa e fin an XIIIvet kantved. Diouzhtu adalek ar XIVvet kantved e tap rouaned ar c'hevandir dreistgwirioù war broduiñ an armoù-tan. Er XVvet kantved e krog kalz armeurerien da vestroniañ teuzerezh ar metalioù evit sevel kanolioù efedusoc'h-efedusañ. En XVIIIvet kantved e tiwan al labouradegoù armoù bras bodet enne a bep seurt micherioù stag ouzh ar sevel armoù, evel Zeughaus Berlin (1706) pe ar Manufacture Royale d'Armes e Saint-Étienne (1764).[6]

Adalek deroù an XXvet kantved e krog al labouradegoù bras evel an FN Herstal pe ar MAS da implijout muioc'h-mui a vekanikoù da sevel o armoù-tan. Ar sevel armoù-tan hengounel a-drugarez da zoareoù artizanel a chom bev hiziv-an-deiz evit an armoù-chase dreist-holl, en embregerezhioù evel Chapuis ha Verney-Carron (Bro-C'hall) pe James Purdey & Sons (Bro-Saoz).

Armdiourien vrudet hervez ar vro orin

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Hervez geriadur Martial Ménard, Palantines, 2012
  2. 2,0 ha2,1 Hervez TermOfis.
  3. 3,0 ha3,1 Hervez geriadur Francis Favereau enlinenn.
  4. Niver kavet o kontañ ar stalioù a gaver war Google Map hag ar Pages Jaunes.
  5. (fr) Le métier d'armurier war lec'hienn ar Fédération Nationale des Chasseurs (lennet d'an 28/05/2024)
  6. 6,0 6,1 ha6,2 (fr) TROTEREAU Janine, L'armurier, war lec'hienn Historia, 20/08/2023 (lennet d'an 28/05/2024)
  7. (fr) BOILEAU Étienne, Le Livre des métiers (XIIIvet kantved), pennad XVCIII (stumm embannet e 1837)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan