Henry (fuzuilh)
Ar fuzuilh Henry e oa ar fuzuilh kentañ dezhi ul loc'henn-grogenn. Ijinet e voe e 1860 gant ar Stadunanad Benjamin Tyler Henry (1821-1898).[1]
Fuzuilh Henry | |
---|---|
Ur fuzuilh Henry (stumm kentañ). | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn |
Munisionoù | .44 Henry |
Produer | New Haven Arms Company (stumm orin) |
Mare produiñ | Adalek 1862 ; kopiennoù hag adstummoù produet hiziv an deiz c'hoazh |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 4,200 kg |
Hirder | 1.137 mm |
Hirder ar c'hanol | 609 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 305 m/s |
Endalc'h | Karger korzennek 16 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B pe C hervez endalc'had ar c'harger |
Istor ha mont en-dro
kemmañIjinet e voe an arm diwar labourioù kaset evit an embregerezh Volcanic Repeating Arms Company, aet da get e 1856. War e lerc'h e voe savet an New Haven Arms Company gant Oliver Winchester e 1857. Hemañ a zibabas Benjamin T. Henry evel rener an uzin. Henry a labouras war ur wikefre nevez evit adkambriñ buanoc'h munisionoù er fuzuilhoù en ur implijout ar memes sistem loc'henn-grogenn hag hini ar bistolenn Volcanic (1854) : goude un tenn e oa a-walc'h izelaat hag uhelaat adarre al loc'henn dindan an draen evit bezañ prest da dennañ en-dro.[1]
E 1860 e kinnigas Benjamin Henry ur fuzuilh loc'henn-grogenn dezhi ur c'harger korzennek 16 kartouchenn. Dre se e kinnige an arm ul lusk-tennañ uhel-kenañ evit ar mare-se : un tenn bep div segondenn, pa c'halled tennañ 2 pe 3 zenn bep munutenn gant ar fuzuilhoù karget dre o beg implijet betek-neuze. Kambret e oa er c'halibr .44 (11,43 mm). Un arm dispac'hel e oa, hag a voe produet da vat adalek 1862 ha gwerzhet dindan anv e ijinour, Henry rifle.
Servijout a reas evel diazez d'ar rummad karabinennoù loc'henn-grogenn brudet savet gant an embregerezh Winchester e dibenn an XIXvet kantved, evel ar garabinenn Model 1873.
Implijerien
kemmañDaoust d'he ferzhioù mat, ne voe ket goulennet kalz fuzuilhoù Henry gant arme ar Stadoù-Unanet. 1.751 skouerenn a voe prenet gant an Unaniezh, ha war-dro 7.000 pe 8.000 anezhe a voe implijet en holl da vare ar brezel diabarzh amerikan. Al lod brasañ anezhe a voe prenet gant ar soudarded o-unan.[2] Priziet e voe an arm gant chaseourien a glaske ul lusk-tennañ uhel.[1] Implijet e voe ar fuzuilh Henry gant indianed Sioux Lakota da vare emgann Little Bighorn a-enep da varc'hegerien George Armstrong Custer e 1876.
Er sevenadur
kemmañ- gwelet e vez er film western The Good, the Bad and the Ugly (1966) ;
- implijet e vez gant John L. Dunbar (Kevin Costner) e-barzh ar film Dances with Wolves (1990) ;
- ar fuzuilh Henry a c'haller implijout er rummad c'hoarioù video Red Dead Redemption.