Emgann Little Bighorn

Emgann Little Bighorn pe Custer's Last Stand pe c'hoazh Battle of the Greasy Grass e-kostez an Indianed Lakota hag Indianed ar plaenennoù a voe un emgann a c'hoarvezas etre Indianed Amerika hag arme ar Stadoù-Unanet d'ar 25 ha d'ar 26 a viz Even 1876, e-kichen ar stêr Little Bighorn e reter Montana e-kerzh ar Great Sioux War of 1876 ("Brezel meur ar re Sioux 1876").

Emgann Little Bighorn
Tamm eus Great Sioux War of 1876
Emgann Little Bighorn
Emgann Little Bighorn

Maread 25 - 26 a viz Even 1876
Lec'h Big Horn County, Montana
Disoc'h Trec'h gant Lakota, Cheyenne hag Arapaho
Peurfaezhet nerzhioù an US Army
Emgannerien
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Tro 700
Indianed
Etre 1 500 ha 2 500
Pennoù-brezel
George A. Custer †
Marcus Reno
Frederick Benteen
Myles Keogh †
James Calhoun †
Sitting Bull
Crazy Horse
Chief Gall
Lame White Man †
Two Moon
Niver a emgannerien
7vet Marc'hegezh U.S. Indianed
Kolloù
268 lazhet
55 gloazet
6 marvet goude an emgann
31 lazhet
(136 d'an uhelañ)
Betek 160 gloazet

Diouzh tu an Amerindianed e oa meuriadoù Lakota ha Cheyenne o vrezeliñ asambles, pa oa ar 7vet rejimant marc'hegerezh diouzh tu an arme stadunanat.

An trec'h a yeas gant an Indianed, renet gant Sitting Bull, hag a bilas tud ar jeneral Custer.

An emgann a oa bet un trec'h meur gant ar meuriadoù Lakota, Cheyenne an norzh hag ar re Arapaho. E-penn an Indianed e oa meur a benn brudet gant Crazy Horse ha Chief Gall, bountet hag awenet gant hunvreoù Sitting Bull (Tȟatȟáŋka Íyotake).
Ar rejimant 7vet marc'hegerezh eus an US Army, ar Batailhon Custer en e douez, un nerzh a 700 soudard renet gant George Armstrong Custer, a voe trec'het garv. Pemp kompagnunezh diwar daouzek eus ar 7vet rejimant a voe lazhadeget. Ouzhpenn da-se, Custer a oa bet lazhet, gant daou eus e vreudeur, un niz dezhañ, hag ur breur-kaer.

Hollad ar c'holloù evit tu al lu stadunanat a voe 268 marvet, 55 gloazet don (6 a varvas diwar o gloazadennoù), e-touez ar c'holloù e voe pevar Indian sklêrijenner Crow ha daou sklêrijenner Pawnee.

Fromoù tud Stadoù Unanet Amerika a oa lies da geñver ar Great Sioux War, dreist-holl goude faezhadenn Custer. Gant an amzer o redek e troas Custer hag e soudarded da harozed, kenderc'hel a reas ar skeudenn-se betek ar bloavezhioù 1960. An emgann, ha dreist-holl kadoniezh Custer, zo bet studiet alies gant an istorourien.