Ar .44 Henry a oa ur munision armoù-tan hiniennel ijinet e 1860 evit ar fuzuilhoù Henry. Poultr du a oa en e zouilhez laton pe kouevr. Implijout a rae ur boled Minié.

.44 Henry
Skeudenn ar pennad .44 Henry

Kartouchennoù .44 Henry
Perzhioù
Kalibr .44 / 11,3 mm
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare produiñ 1860 - bloavezhioù 1930
Doare korf an douilhez bourled, skoet war he zro
Muzulioù
Ø bannadell 11,3 mm
Ø kolier 11 mm
Ø korf an douilhez 11,2 mm
Ø bourled 13,2 mm
Hirder an douilhez 22,9 mm
Hirder an douilhez 34,2 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 13 g
Tizh o vont e-maez V0 343 m/s
Energiezh ar vannadell 770 J

Implij

kemmañ

Implijet e voe ar munision da vare ar Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika etre 1860 ha 1865 dreist-holl, hag en un nebeud brezelioù all e fin ar c'hantved evel er brezel etre Frañs Ha Prusia e 1870 ha 1871. Un nebeud armoù all a voe kambret evitañ en XIXvet kantved, en o zouez ar revolverioù Smith & Wesson No. 3 pe Colt Single Action Army. Abalamour d'o mod-skeiñ war o zro diamzeriet evit kalibroù ken bras e voe paouezet da broduiñ ar munisionoù .44 Henry er bloavezhioù 1930.

   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan