Winchester Model 1873
Ar Winchester Model 1873 zo ur ur fuzuilh tennata dre loc'henn-grogenn produet gant an embregerezh stadunanat Winchester adalek 1873. Unan eus armoù-skoaz brudetañ fin an XIXvet kantved eo. Stag eo ouzh mare astenn Stadoù-Unanet Amerika war-zu ar C'hornôg ha gwelet a raer anezhi e meur a film western.
Winchester Model 1873 | |
---|---|
Stumm Rifle Round Barrel ar Winchester Model 1873 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Karabinenn pe fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn |
Munisionoù | Stummoù kozh : .44-40 WCF .38-40 WCF .22 Stummoù modern : .44-40 WCF .45 Colt .357 Magnum/.38 Special |
Produer | Winchester Repeating Arms Company, kopiennoù gant embregerezhioù all en Europa |
Mare produiñ | 1873-1919, produiñ adkroget hiziv an deiz |
Skouerennoù produet | War-dro 720.000 (etre 1873 ha 1919) |
Pouez ha muzulioù (stumm karabinenn) | |
Mas | 4,300 kg |
Hirder | 965 mm |
Hirder ar c'hanol | 482 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 335 m/s |
Endalc'h | Karger korzennek 13 kartouchenn |
Adstummoù | Gwelet an destenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C pe D |
Istor ha mont en-dro
kemmañPoblek-tre e oa ar munisionoù skoet war o zro er bloavezhioù 1860 er Stadoù-Unanet, met ne oant ket galloudus. E 1873 e kinnigas Winchester e fuzuilh gentañ enni munisionoù skoet en o c'hreiz, ar Model 1873[1]. Kambret e oa da gentañ er c'halibr .44-40 Winchester, met kalibroù all a voe kinniget goude[2] evel an .38-40 Winchester (adalek 1879), an .32-20 Winchester (1882) hag an .22 (adalek 1884, 19.738 skouerenn produet)[3].
Ul loc'henn-grogenn a lak ar munisionoù da vont er gambr. Pourvezet eo an arm gant ur c'harger korzennek disheñvel e endalc'h hervez ar stummoù, eus 13 betek 27 kartouchenn ennañ. Implijet e veze sistem al loc'hennoù-krogenn abaoe ur 25 bloaz bennak er Stadoù-Unanet ha brudet eo gwikefre ar Model 1873 evit bezañ unan eus ar re solutañ ha fiziaplañ bet produet.
E 1885 e krogas Winchester da werzhañ stummoù One of one Thousand ("Unan diwar mil") eus ar Model 73 : amprouet e veze pep kanol en uzin ha pa ziskoueze unan bezañ resisoc'h evit ar re all e veze savet gant un draen ispisial hag ur fust gantañ plakennoù metal engravet kaer. Gwerzhet e veze ar stummoù One of one thousand war-dro 100$ an tamm, pa oa 18$ priz ur Model 1873 boutin d'ar poent-se[4].
Chom a reas ar produiñ a-sav e 1919[1], pa oa bet gwerzhet e-tro 720.000 skouerenn eus ar Model 73[2], ar pezh a oa uhel-tre d'ar mare-se. Hiziv an deiz eo adkrog Winchester da broduiñ karabinennoù M1873 kambret e .44-40 Win, .357 Magnum/.38 Special pe .45 Colt.[5]
Stummoù
kemmañTri stumm nesañ d'ar Model 1873 a voe savet :
- stumm fuzuilh, kanol 24 meutad (61 cm)
- Rifle round barrel (stumm karabinenn), kanol 20 meutad (51 cm)[3]
- Musket (stumm mousked), kanol 30 meutad (76 cm), evit an arme dreist-holl (5% eus ar re M1873 produet etre tout), karger 17 kartouchenn e .44-40 Winchester. Ur vaionetez a c'halle bezañ lakaet d'ar stumm-mañ.[3]
Er sevenadur
kemmañ- Lesanvet eo ar Model 1873 The gun that won the West[2] (e brezhoneg An arm en deus gounezet ar C'hornôg) abalamour ma oa bet poblek-tre da vare astenn ar Stadoù-Unanet war-zu ar Meurvor Habask.
- Er film western Winchester 73' (1950) e klask Lin Mc Adam (James Stewart) gounit ur Winchester Model 1873 One of one thousand da vare ur genstrivadeg vloaziek e Dodge City.
- Ur garabinenn Model 1873, lesanvet The forgotten Winchester, a oa bet kavet harp ouzh ur wezenn-jenevreg e Great Basin National Park e 2014. Hervez an arkeologourien e oa bet ankounac'haet eno ouzhpenn kant vloaz zo.
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp.122-123
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (en) Model 1873 war lec'hienn The Winchester Arms Collectors Association (lennet d'an 28/04/2024)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (fr) ACHARD Olivier, L'univers des fusils, Solar, 1994, pp. 56-57
- ↑ (en) CAMPBELL Dave, A look back (and forward) at the 1873 Winchester, war al lec'hienn American Rifleman, 01/10/2013 (lennet d'an 28/04/2024)
- ↑ (en) Pajenn ar Model 1873 war lec'hienn an embregerezh Winchester (lennet d'an 28/04/2024)