An .357 Magnum zo ur munision deveret eus ar c'halibr .38 Special. Krouet e oa bet e 1934 gant Elmer Keith hag an embregerezh armoù-tan amerikan Smith & Wesson. E anv metrek zo 9 × 33 mm R. Implijet e vez er revolverioù dreist-holl, er c'harabinennoù a-wechoù met ral-tre eo er pistolennoù abalamour d'ar bourled war e zouilhez a laka anezhañ da vezañ diaes da gambriñ e armoù aotomatek.

.357 Magnum
Skeudenn ar pennad .357 Magnum

A gleiz da zehou : kartouchennoù .44 Magnum - .357 Magnum - .38 Special - 7,62 Tokarev - .45 ACP - 9 mm Parabellum
Perzhioù
Kalibr .357 Magnum
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 9,06 mm
Ø trogleuziñ 8,8 mm
Ø kolier 9,6 mm
Ø korf an douilhez 9,6 mm
Ø strad 11,2 mm
Tevder ar strad 1,5 mm
Hirder an douilhez 33 mm
Hirder ar gartouchenn 40 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 8 - 12 g
Tizh o vont e-maez V0 380 - 520 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2420 bar
Energiezh ar vannadell 780 - 1090 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Soñjet eo bet evel ur munision liezimplij, evit ar brezelioù, ar polis, ar chase koulz hag ar sportoù tennañ. Ar revolverioù kambret e .357 Magnum a c'hall ivez tennañ munisionoù .38 Special ; an diforc'h etre an daou eo hirder an douilhez, a zo hiroc'h war an .357.

Kevezerezh a zo etre an .357 Magnum hag ar c'halibr .38 Super e bed ar sportoù tennañ.

Un nebeud armoù kambret e .357 Magnum

kemmañ

Pistolennoù

kemmañ

Revolverioù

kemmañ

Daveennoù

kemmañ


   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan