An Desert Eagle zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ijinet gant embregerezhioù stadunanat hag israelian ha produet abaoe 1983, er Stadoù-Unanet dreist-holl. Un arm galloudus eo, brudet evit gellet kambriñ ar munisionoù uhel o c'halibr .50 Action Express. Savet e oa bet evit ma c'hallfe hec'h implijer cheñch kalibr an arm aes a-drugarez d'un nebeud pezhioù simpl.[1] Tri adstumm anezhi a gaver, anvet Mark I, Mark VII ha Mark XIX.

Desert Eagle
Skeudenn ar pennad Desert EagleUr bistolenn Desert Eagle Mark XIX e .44 Magnum
Kinnig
Broioù Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika

Banniel Israel Israel

Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, un ober
Munisionoù .50 Action Express, .44 Magnum, .440 Cor-Bon, .429 DE, .41 Magnum, .357 Magnum
Produerien IWI, IMI, Saco Defense, Magnum Research
Mare produiñ Abaoe 1983
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù)
Mas (hep kartouchenn) 1,769 kg ha 1,995 kg
Hirder Etre 269 ha 374 mm
Hirder ar c'hanol 152 pe 254 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 470 m/s (e .50 AE)
Endalc'h Karger fiñv 7,8 pe 9 kartouchenn (hervez ar c'halibr)
Adstummoù Mark I, Mark VII ha Mark XIX
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) MC NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 102
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan