Ar Manurhin MR 73 zo ur revolver gall un ober ha daou ober produet adalek 1973, da gentañ gant an embregerezh Manurhin e Mìlhüsa. Savet e oa bet gant Gilbert Maillard, ijinour e Manurhin, evit respont da c'houlenn polis hag Archeriezh vroadel Frañs evit o nerzhioù ispisial (RAID, GIGN ha GIPN). Produet e vez gant an embregerezh Chapuis Armes abaoe 1998 [1].

Manurhin MR 73
Image illustrative de l'article Manurhin MR 73

Manurhin MR 73 implijet gant ar GIGN.
Kinnig
Bro Drapeau de la France Bro-C'hall
Doare Revolver un ober / daou ober (SA/DA)
Munisionoù .357 Magnum / 9 mm Parabellum / .38 Special /.357 Magnum Mega Match
Produer Manurhin (da gentañ)

Chapuis Armes (bremañ)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 1,07 kg da 1,19 kg hervez an adstumm
Hirder 19,5 cm da 23,4 hervez hirder ar c'hanol
Hirder ar c'hanol 6,4 cm da 20,32 cm (2"1/2 da 8")
Perzhioù all
Endalc'h 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Tost-tre eo gwikefre ha stumm an arm-mañ ouzh reoù ar Smith & Wesson Model 19. Brudet eo an MR 73 evit bezañ solut, resis ha fiziapl. Hervez dielloù an Archeriezh vroadel e voe tennet ouzhpenn 150.000 kartouchenn e skouerennoù zo eus relvoverioù MR 73 ar GIGN : ar pezh nemetañ a voe ret cheñch e voe biñs an dornikez. Implijet e veze kartouchennoù .38 Special enne e plas ar re .357 Magnum evit esperniañ arc'hant hag evit izelaat ar riskl gwallzarvoudoù : abalamour ma oa kreñvoc'h galloud-toullañ an .357 Magnum e oa bet gloazet pe lazhet tud gant boledoù o doa treuzet sibloù ar polis.

Implij kemmañ

Implijet eo bet an MR 73 gant servijoù gall evel ar polis broadel, an Archeriezh Vroadel hag an ONCFS (bremañ Office Français de la Biodiversité). Kemeret eo bet e blas gant ar pistolennoù Beretta 92G (PAMAS) pe Glock 17 kambret e 9 × 19 mm Parabellum. Implijet e vez c'hoazh gant an Nerzhioù Ispisial peogwir ne skoilh ket hag e c'hall tennañ munisionoù galloudus en ur mod resis. Roet ez eus bet skouerennoù eus an MR 73 d'ar polis kêr e lec'hioù zo adalek 2014.

Adstummoù kemmañ

  • Défense : kanol 2,5 da 5,25 meutad, kouch difiñv
  • Sport : kanol 3 da 10,75 meutad, bizerez a c'haller reoliñ
  • Gendarmerie : adstumm an hini Sport gant ur vizerez war-zinaou
  • MR 38 Match, MR 32 Match, MR 22 Match

Levrlennadur kemmañ

  • Jean-Pierre Bastié ha Daniel Casanova, Les pistolets Manurhin: pistolets automatiques, revolvers et fusils d'assaut, Chaumont, ti-embann Crépin-Leblond, 2015
  • R. Caranta, Les Armes de votre défense, Balland, 1977
  • R. Caranta, Pistolets & Revolvers d'aujourd'hui, 5 levrenn, Crépin-Leblond, 1998-2009
  • Jean-Louis Courtois, Le MR 73 à l'épreuve des réceptions administratives, Cibles, no 610,‎ miz Ebrel 2021, p. 56-61 (ISSN 0009-6679)
  • Martin J. Dougherty. Armes à feu, Elcy éditions (in fr). 304 p. ISBN 9782753205215. 

Liammoù diavaez kemmañ

Daveennoù kemmañ

  1. « Manurhin », war lec'hienn Chapuis (lennet d'an 28/12/2023) (galleg)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan