Smith & Wesson Model 28

Ar Smith & Wesson Model 28, lesanvet Highway Patrolman, zo ur revolver un ober/daou ober produet etre 1954 ha 1986 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson.

Smith & Wesson Model 28
Skeudenn ar pennad Smith & Wesson Model 28

Ur revolver Smith & Wesson Model 28
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver un-ober / daou-ober (SA/DA)
Munisionoù .357 Magnum
.38 Special
Produer Smith & Wesson
Mare-produiñ 1954-1986
Pouez ha muzulioù
Pouez (hep kartouchenn) 1,180 kg
Hirder 240 mm
Hirder ar c'hanol 102 mm
Perzhioù teknikel
Dalc'h Taboulin 6 tenn
Stummoù Kanol 4", 6" pe 8⅜"
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Deskrivadur

kemmañ

Ur stumm deveret eus ar Smith & Wesson Model 27 eo, savet diwar c'houlenn unvezioù polis er Stadoù-Unanet a felle dezhe kaout un arm marc'hadmatoc'h hag aesoc'h da gempenn eviti. Divizet e voe produiñ ur stumm dilufr ha dezhañ ur pontig marc'hadmatoc'h. Diazezet eo war framm N ar merk. Brudet eo evit bezañ solut, fiziapl ha resis[1].

Implijet e voe gant kalz servijoù polis er Stadoù-Unanet evel reoù kêr San Francisco pe stadoù Washington, Idaho, Maine pe Georgia.

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) ALEXANDRE Guillaume, Smith & Wesson 28 "Highway Patrolman", Cibles n°643, miz Genver 2024, pp. 39-43
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan