Sir Hiram Maxim, ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1840 e Sangerville (Maine, Stadoù-Unanet Amerika) ha marvet d'ar 24 a viz Du 1916 e Streatham (Londrez, Rouantelezh-Unanet), a oa un ijinour stadunanat ha saoz, brudet evit bezañ ijinet unan eus ar mindrailherezioù kentañ.

Hiram Maxim
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHiram Stevens Maxim Kemmañ
Anv-bihanHiram, Stevens Kemmañ
Anv-familhMaxim Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 C'hwe 1840 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSangerville Kemmañ
Deiziad ar marv24 Du 1916 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
Lec'h douaridigezhWest Norwood Cemetery Kemmañ
TadIsaac Weston Maxim Kemmañ
MammHarriet Boston Maxim Kemmañ
Breur pe c'hoarHudson Maxim Kemmañ
PriedSarah Haynes Kemmañ
BugelHiram Percy Maxim Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherinventor, den a aferioù, gunsmith Kemmañ
Tachenn labourinvention Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Prizioù resevetNational Inventors Hall of Fame, Knight Bachelor Kemmañ

Buhezskrid

kemmañ

Hiram Maxim a oa mab henañ ur familh 8 bugel. Diskouez a rae kaout ur spered lemm pa oa bugel. Dedennet-bras e oa gant an teknikoù evit lakaat gwikefreoù da vezañ aotomatek. En atalier kentañ ma labouras ennañ evel karrer ha kinkler ec'h ijinas un toull-trap emgefreek evit al logod. E 1866 e lakaas e vreved kentañ war un ijinadenn evit gwellaat mont en-dro an houarnoù-rodeller. Meur a vreved all a lakaas war dachenn an tredan pe ar c'hefluskerioù a bep seurt.

 
Hiram Maxim oc'h amprouiñ e vindrailherez.

Mindrailherez

Adalek 1881 e veajas en Europa evit gwerzhañ e ijinadennoù[1]. E Vienna e kejas e 1882 gant un Amerikan all, hag a lavaras dezhañ e c'halle gounit kalz arc'hant « oc'h ijinañ un dra bennak a lakafe an Europeaned d'en em lazhañ aesoc'h kenetreze »[2]. Distreiñ a reas Maxim da Londrez, e-lec'h ma labouras war e vindrailherez kentañ, a voe anvet Prototype gantañ. Tapout a reas ur vedalenn aour en International Inventions Exhibition e 1885. E 1888 e savas un emglev gant an Nordenfelt Guns and Ammunition Company, a zeuas da vezañ ar Maxim Nordenfelt Guns and Ammunition Company. Mindrailherezioù Maxim a voe savet ennañ betek 1897. Er bloavezh-se e savas Maxim un emglev gant Albert Vickers ha dont a reas an embregerezh da vezañ anvet Vickers, Sons & Maxim Limited. Adalek 1911 e pellaas Hiram Maxim diouzh an embregerezh, a broduas diwar-neuze mindrailherezioù dindan an anv Vickers nemetken.

 
Mekanik-nij Maxim (1894).

Mekanik-nij

Adalek 1889 e krogas Maxim da labourat war ur pimpatrom mekanik-nij, a-drugarez d'an arc'hant en doa rastellet o werzhañ armoù. War-dro 3,6 tonenn, 12 metr hirder ha 34 metr ledander gant e zivaskell e rae ar mekanik. E zaou geflusker vapeur a lakae biñsoù-tro 5,2 metr hirder da dreiñ. Da vare an amprouennoù e 1884 e nijas ar mekanik war-hed 241 metr, da 1 metr 40 diouzh al leur d'ar muiañ. Goude an amprouennoù e tilezas Maxim e labourioù war ar mekanikoù-nij. Embann a reas e oa ret kavout un energiezh galloudusoc'h evit ar vapeur evit lakaat karbedoù da nijal[3].

Broadelezh saoz ha titl noblañs

E 1900 e tapas Maxim ar vroadelezh saoz. E 1901 e voe lakaet da varc'heg gant ar rouanez Victoria a-drugarez da efedusted e vindrailherezioù etre daouarn ar soudarded vreizhveurat da vare ar brezel e Soudan (1881-1899).

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) CADIOU Yves, Les Colt Volume 4, Éditions du Portail, 1999, pp. 58-59
  2. (en) « In 1882 I was in Vienna, where I met an American whom I had known in the States. He said: 'Hang your chemistry and electricity! If you want to make a pile of money, invent something that will enable these Europeans to cut each others' throats with greater facility. » Meneget e BROWNE Malcolm W., 100 years of Maxim's killing machine, in The New York Times, 26/11/1985 (lennet d'an 22/07/2024)
  3. (en) Hiram Maxim's amazing flying machine, war Crayford History, 22/05/2018 (lennet d'an 22/07/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan