Paul Mauser, anvet Paul von Mauser adalek 1912, ganet Peter Paul Mauser d'ar 27 a viz Even 1838 e Oberndorf am Neckar (Rouantelezh Würtemberg)[1] ha marvet d'an 29 a viz Mae 1914 er memes kêr, a oa un ijinour armoù-tan, embreger ha politikour alaman. Unan eus an armeurerien vrudetañ en Istor eo.

Familh

kemmañ

Andreas Mauser, tad Paul, a laboure e labouradeg armoù-tan roueel Württemberg, krouet e Oberndorf am Neckar e 1811 gant ar roue Friedrich I. Er gêr-se e voe ganet Paul Mauser e 1838, hag eñ bidoc'hig ur familh 13 bugel. Treut e oa ar soubenn er familh, ha rankout a rae an tad produiñ munisionoù ouzhpenn er gêr goude e zevezhioù-labour evit gellet magañ e vugale. Daoust da se e voe desket e vibien war ar c'heometriezh hag an tresañ, ouzhpenn d'ar skol. D'ar poent-se e voe merzet e oa speredek-tre Paul hag e vreur Wilhelm[2].

Deroù er vicher

kemmañ

Da bevarzek vloaz e krogas Paul da labourat asambles gant e dad evel deskard. Diskouez a reas bezañ barrek, ha labourioù diaesoc'h a voe fiziet ennañ buan. E 1857 e welas evit ar wech kentañ ur fuzuilh-nadoz, ha kendrec'het e voe e vije arm an dazont. Goude ur prantad-servij en arme e 1859[1] e voe kaset da arsanailh Ludwigsburg. Ur wech echuet e brantad e Ludwigsburg e 1860 e tistroas da Oberndorf hag e stagas gant produerezh kopiennoù fuzuilhoù-nadoz asambles gant e vreur Wilhelm[2].

E 1865 e savjont an arm kentañ ijinet gante, ur fuzuilh-nadoz 14 mm he c'halibr. Kinnig a rejont anezhi da arme Aostria, a oa o klask modernaat hec'h armoù-tan hiniennel. Ne voe ket dibabet an arm daoust d'e zisoc'hoù mat en amprouennoù, met remerket e voe gant Norris, un Amerikan a laboure evit an embregerezh stadunanat Remington. Kregiñ a reas ar vreudeur Mauser da labourat evitañ e-unan[2].

Kevratoù kentañ gant an arme

kemmañ

Goude ur prantad e Liège e 1869 e-lec'h ma teskjont kalz, Paul ha Wilhelm a savas an arm a zeuas da vezañ ar fuzuilh M71. Ne oa ket ur fuzuilh-nadoz ken, met ur fuzuilh-vorailh, uheloc'h he galloud-tennañ. Norris a ginnigas anezhi da arme Rouantelezh Prusia, met ne voe ket choazet diouzhtu. Ar brezel etre Frañs ha Prusia e 1870 a ziskouezas e oa ret modernaat an armoù, ha d'ar 14 a viz C'hwevrer 1872 e voe choazet fuzuilh ar vreudeur Mauser, dindan an anv M1871, evit holl armeoù an Impalaeriezh Alaman, war-bouez Bavaria a zibabas ar fuzuilh Werder M1869[2].

 
Ar Gewehr 98 ijinet gant Paul Mauser, a oa bet arm standart milionoù a soudarded alaman da vare ar Brezel-bed Kentañ.

Savet e voe un uzin e Oberndorf evit produiñ an armoù urzhiet. E miz Eost 1874 e voe distrujet gant un tan-gwall, hag adsavet dindan 8 sizhunvezh. Paul Mauser a rene war an uzin hag a laboure war bimpatromoù armoù nevez, pa oa e vreur Wilhelm o redek ar bed evit kavout pratikoù nevez. Hemañ a varvas e miz Genver 1882 en ur lezel Paul mestr penn-da-benn war an embregerezh Mauser. Er bloavezhioù war-lerc'h e savas Paul Mauser armoù nevez, evel ar Gewehr 98, deuet da vezañ fuzuilh standart an arme alaman[3] betek mare ar Brezel-bed Kentañ.

E 1901 e kollas Paul Mauser ul lagad abalamour d'ur gudenn war ar fuzuilh C98 e oa oc'h amprouiñ[4]. Ne viras ket outañ da genderc'hel da labourat war armoù nevez. Munisionoù nevez a savas ivez, evel ar 7,65 × 53 mm (e 1889) hag ar 7 × 57 mm (e 1892). Mervel a reas e Oberndorf d'ar 25 a viz Mae 1914[2].

Politikerezh

kemmañ

Paul Mauser a voe unan eus dileuridi Württemberg er Reichstag etre 1893 ha 1903. Ezel e oa eus an Nationalliberale Partei, ur strollad kreizour, frankizour hag a-du gant unaniezh an Impalaeriezh alaman.

Krouidigezhioù

kemmañ
 
Ar Mauser C96, unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ

Armoù

kemmañ

Munisionoù

kemmañ

Kalz munisionoù ijinet en Alamagn a zo Mauser en o anv. Ne dalvez ket dre ret int bet savet gant Paul Mauser e-unan. Alies int bet ijinet gant tud all en embregerezh Mauser pe gant bodadoù-labour an arme.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) 100 years ago, the famous gunsmith designer Peter-Paul von Mauser died war Top War, 28/05/2014 (lennet d'an 13/09/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (en) KRAUSE Hans A., Biography, war Paul Mauser Archive (lennet d'an 13/09/2024)
  3. (en) TIKKANEN Amy, Mauser Rifle, war Encyclopaedia Britannica (lennet d'ar 14/09/2024)
  4. (en) McCOLLUM Ian, Mauser C98: The System That Cost Paul Mauser an Eye, war Forgotten Weapons, 01/10/2018 (lennet d'an 13/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan