Arabat eo droukveskañ gant 7,92 × 57 mm Mauser.

Ar 7 × 57 mm Mauser, anvet a-wechoù 7 mm Mauser, a zo ur munision ijinet gant an alaman Paul Mauser evit ar fuzuilh Gewehr 93 e 1892[1].

7 × 57 mm Mauser
Skeudenn ar pennad 7 × 57 mm Mauser

Ur gartouchenn 7 × 57 mm Mauser (a-gleiz) ha div gartouchenn 7,92 × 57 mm Mauser (a-zehou).
Doare
Doare douilhez kreuzenn
stumm deveret gant ur bourled anvet 7 × 57 mm R
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Bloavezh krouidigezh 1892
Muzulioù
Ø bannadell 8,22 mm
Ø trogleuziñ 6,98 mm
Ø kolier 8,25 mm
Ø skoaz 10,92 mm
Ø korf an douilhez 12,01 mm
Ø strad 12,10 mm
Tevder ar strad 1,15 mm
Hirder an douilhez 57 mm
Hirder ar gartouchenn 78 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 8 - 11,2 g
Tizh o vont e-maez V0 700 - 900 m/s
Energiezh ar vannadell 2.746 - 3.360 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7 × 57 mm Mauser a zo e-touez ar rummad kartouchennoù kentañ karget gant poult divoged, evel an 8 mm Lebel gall. Savet e oa bet gant Paul Mauser evit ar fuzuilhoù-morailh Gewehr 93. Spagn eo ar vro gentañ a zibabas an arm nevez hag e vunision e 1893. Implijout a reas anezhe e 1898 da vare ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, ha diskouez a reas bezañ efedusoc'h evit an .30-40 Krag implijet er fuzuilhoù stadunanat Krag-Jørgensen[2].

Goude-se e voe dibabet ar munision gant armeoù Serbia, Mec'hiko ha kalz broioù deus Suamerika. Produet e voe er Rouantelezh-Unanet dindan an anv .275 Rigby. Poblek e voe ar gartouchenn evit chaseal loened bras Afrika[2]. Ur stumm dezhañ ur bourled a voe savet evit ar fuzuilhoù flour o c'hanol. Aet eo ar 7 × 57 mm diwar implij en armeoù goude an Eil Brezel-bed, met produet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz gant an embregerezhioù munisionoù brasañ evit ezhommoù ar chaseourien[1].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Max R., Ammunition (cartridges) for rifles and machine guns (diellet), war Modern Firearms (lennet d'an 13/09/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) HAWKS Chuck, The 7x57 Mauser (.275 Rigby), war lec'hienn an aozer (lennet d'an 13/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan