An .30-40 Krag, anvet ivez .30 US pe .30 Army, a oa ur munision implijet adalek 1892 e stummoù stadunanat ar fuzuilhoù Krag-Jørgensen hag en un nebeud armoù all, en o zouez adstummoù eus ar mindrailherezioù Gatling pe Colt-Browning M1895 hag eus ar garabinenn Winchester M1895. Ar munision standart kentañ ennañ poultr divoged e oa e arme ar Stadoù-Unanet. Kemeret e voe e blas e 1903 en armoù an US Army gant ar c'hartouchennoù .30-03 Springfield.

.30-40 Krag
Skeudenn ar pennad .30-40 KragKartouchennoù .30-40 Krag dezhe ur boled Spitzer (begek, a-gleiz) ha ront (a-zehou)
Perzhioù
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Mare implij 1892- 1903
Muzulioù
Ø bannadell .308 / 7,8 mm
Ø trogleuziñ 7,6 mm
Ø kolier 8,6 mm
Ø skoaz 10,7 mm
Ø strad 13,8 mm
Tevder ar strad 1,6 mm
Hirder an douilhez 58,80 mm
Hirder ar gartouchenn 78,5 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 6 ha 13 g
Tizh o vont e-maez V0 Etre 602 ha 883 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 2 347 ha 2 995 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Daveennoù

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan